Yezhoù gouezelek

Ar yezhoù gouezelek a ya d’ober unan eus an daou skourr zo e-touez ar yezhoù keltiek. Bremañ e kaozeer teir yezh ouezelek kar hogen disheñvel en inizi Breizh-Veur, Iwerzhon ha Manav :

Deveret eo ar yezhoù gouezelek eus an henouezeleg a oa komzet en Iwerzhon, hag a oa skrivet abaoe an 8vet kantved d’an nebeutañ. Gant Gouezeled Iwerzhon e voe taget aodoù ar vro a oa e-kichen o hini ha goude se en em ziazezjont da vat e mervent Bro-Skos. Gounit tachenn a reas o yezh (ar gouezeleg) alese ha dont a reas da vezañ komzet en darn vrasañ eus Skos betek ar 17vet kantved.

En em ledañ a reas ar gouezeleg ivez en Enez Vanav, ha daoust ma varvas ar manaveger a-vihanik diwezhañ en ugentvet kantved, ez eus tud c’hoazh a ra gant ar yezh-se eno hag un doare adsav zo.

Daoust d’ar gerentiezh zo etre an teir yezh-se, ez int yezhoù disheñvel. Splann a-walc’h eo ar c’hemmoù er skritur, dreist-holl etre ar manaveg zo levezonet e zoare-skrivañ gant hini ar saozneg hag an div yezh all. Abaoe ma’z eus bet degaset kemmoù e doare-skrivañ gouezeleg Iwerzhon, en ugentvet kantved, eo deuet da vezañ disheñveloc’h diouzh gouezeleg Skos.
Sed an anvioù a roer da bep yezh en he bro :


Yezhoù predenek a reer eus an teir yezh keltiek all.

[kemmañ] Levrlennadur


Projekty garaży Nieruchomości Warszawa nieruchomości Katowice Księgarnia komputery Karate, stepper, boks, yoga pozycjonowanie opisy gg bielizna prezerwatywy Ciekawe strony Historia księgarnia Skuteczne Pozycjonowanie Fantasy Zakup nieruchomości kick koparki Bułgaria wczasy Karaoke tani kredyt hipoteczny COOLsurf