|
Gant ar bajenn-mañ e klasker renabliñ ar pennadoù dezho perzhioù a-zoare hag heverk e-touez ar miliadoù a bennadoù a gaver war Wikipedia e brezhoneg.
Mar en em gavit er Wikipedia brezhonek gant ur pennad dispar, klok, sklaer, savet eus ar c'hentañ e c'hallit ouzhpennañ anezhañ amañ. Pep hini a roio e soñj ha, ma vez kavet mat gant wikipedourien all ivez, e vo tu da renkañ anezhañ e-touez ar pennadoù eus an dibab.
Ouzhpennet e vo ennañ ar patrom {{Pennad eus an dibab}} e traoñv ar bajenn:
 |
Anvet eo bet ar pennad-mañ da bennad eus an dibab dre ma tegas brud vat da Wikipedia, an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust. Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh roll ar pennadoù eus an dibab. |
Hag ar steredenn mañ dre ar patrom: {{Steredenn pennad eus an dibab}}. Ar steredenn a ya e unan en tu dehou, e laez ar bajenn.
Pennadoù a-zoare a gaver war ar wikipediaoù all ivez. Servijout a c'hallont ober evit pinvidikaat hor pennadoù deomp ivez. Merket e vez ar pennadoù eus an dibab e Wikioù all gant ar patrom {{Liamm PuB|en}} (da skouer).
Ar pennadoù a live mat a zo da vezañ kinniget war ar bajenn pennadoù mat ma seblant deoc'h e c'heller o wellaat c'hoazh.
Etre 0,1% ha 0,2% eus ar pennadoù a zo eus an dibab, a geidenn, war ar wikipediaoù dre vras.
[kemmañ] Roll ar pennadoù eus an dibab war ar wikipedia brezhonek
2 pennad war 20 416 a zo eus an dibab, da lavaret eo 0,01%
[kemmañ] Kinnigoù pennadoù eus an dibab
An neb a fell dezhañ/i a c'hell lakaat pennadoù war ar renk evit bezañ anvet evel pennadoù eus an dibab. Lakait hoc'h ali, mar plij. Ur wech ma vo un ali sklaer a-berzh ar gumuniezh (d'an nebeutañ 5 ali a-du, hep enebadur kreñv) e tapo ur pennad steredenn ar pennadoù eus an dibab. Mod all e vo diellaouet gant ur merour goude pemp ali enebet.
Pa kinnigit ur pennad evit bezañ anavezet evel mat, lakait ar patrom-mañ e traoñ ar bajenn: Patrom:KinnigPAD.
- Pennad a feson, plijus da lenn. Danvez ul levr e brezhoneg. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2007 da 23:17 (UTC)
- Da ginnig marteze kentoc'h evel pennad mat. Mat eo ar pennad, met pas eus an dibab c'hoazh evidon-me.
Benoni (Kaozeadenn) 15 Kzu 2007 da 13:53 (UTC)
- Porched savet mat. Anvet eo bet da "borched eus an dibab" war ar wikipedia gallek.
Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 11:52 (UTC)
- Ur porched n'eo ket ur pennad. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 12:24 (UTC)
- Ha neuze? Tu zo kaout porchedoù eus an dibab... Bez zo war ar wikipediaoù all.
Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 13:16 (UTC)
- N'eus ken digeriñ ur bajenn all evit ar porchedoù. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 17:26 (UTC)
- Arabat luzietañ re an traoù d'am soñj. N'eus nemet ur 15 porched bennak war hon wikipedia evit ar mare.
Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 18:20 (UTC)
- Pennad a live uhel hag a seblant bezañ klok.
Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 00:17 (UTC)
- Adlakaat a ran war ar roll ar pennad bet tennet diwar ar roll. Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 04:41 (UTC)
- A-enep evel ma m'eus displeget dija amañ.
Benoni (Kaozeadenn) 22 C'hwe 2008 da 15:00 (UTC)
[kemmañ] Goulennoù evit tennañ ar meneg "Pennad eus an dibab"
Ma kav deoc'h n'eo ket dellezek ar pennad-mañ-pennad eus ar meneg "Pennad eus an dibab" e c'hellit goulenn amañ izeloc'h ma vo tennet ar meneg diwarnañ.
[kemmañ] Sellet ivez ouzh:
|