|
Boest ostilhoù |
Skoazell:Sevel ur bajenn nevezSetu penaos ober evit sevel ur bajenn nevez war Wikipedia.
[kemmañ] A-raok krouiñA-raok krouiñ ur bajenn eo mat gwiriañ hag-eñ n'eus ket bet krouet c'hoazh ur pennad heñvel pe damheñvel dindan un anv all. Alies e vez krouet div wezh an hevelep pajenn dievezh. Taolit evezh ouzh ar reolennoù evit sevel titloù. Un ali a c'hallomp reiñ deoc'h eo degas war Wikipedia labourioù hoc'h eus gallet kas war-raok e lec'h all evit ezhommoù all. Broudañ a reomp ac'hanoc'h da zegas amañ titouroù pe keleier bet kavet ganeoc'h en domani foran pe e raktresoù digor all. Diwallit : Dalc'hit atav en ho soñj ez eo wikipedia un holloueziadur frank a wirioù. Perzh a gemerit e savidigezh ur bank titouroù frank a c'hall bezañ implijet gant an holl. Arabat deoc'h degas en ho pennad un dra bennak a zeuje eus ur vammenn ditouriñ gant gwirioù aozer (Copyright) warni. Evel-just, mar fell deoc'h chom perc'henn war ho labour, arabat deoc'h kemer perzh e Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h war ar c'hraf-mañ, sellit ouzh Wikipedia:Gwirioù aozer (Copyright) [kemmañ] Krouiñ : penaos tapout krog en ur follenn wenn ?Aes-tre eo krouiñ ur pennad en ur leuniañ ar voest skridaozañ a-is. Kuit da chom hep ober fazioù, ec'h aliomp deoc'h lenn ar pezh zo skrivet a-us. Trugarez deoc'h evit kemer perzh e savidigezh an holloueziadur brezhoneg kentañ. Tri doare zo, dre vras, evit sevel pennadoù :
[kemmañ] Ur wezh krouet ho pennad ganeoc'hMa n'ouzit ket tamm ebet penaos ober evit skrivañ ur pennad e c'hallit mont da welet war Skoazell:Penaos skrivañ ur pennad. Mar fell deoc'h teuler ur sell war un dibab pennadoù standard zo war Wikipedia, sellit ouzh patromoù pajennoù. Evit heñchañ ac'hanoc'h, setu deskrivadur ar pennad peurvat. Gallout a ra bezañ savet kenkoulz gant an deskarded hag ar vailhed : kalz a liammoù diabarzh zo enni, resis eo, meneget eo ennañ ar mammennoù bet implijet ha doujañ a ra da reizhskrivadur ar brezhoneg. Mat, sklaer eo n'eus den peurvat koulskoude ! M'hoc'h eus c'hoant e c'hallit skrivañ ul linenn pe ziv nemetken evit ur pennad. Ar penn kentañ eo. Graet e vez danvez-pennad eus se ("stub" e saozneg : sellit ouzh Luc'haj Wikipedia). Evel-just e c'hallit skrivañ muioc'h, gwelloc'h eo, met n'eo ket ret bezañ gouest da skrivañ pennadoù klok. Kement titour resis pe talvoudus ouzhpennet war Wikipedia zo mat da gaout. Atav e vo unan bennak all evit tremen war ho lerc'h ha klokaat ar pezh hoc'h eus graet. Trawalc'h eo menegiñ eo diglok ar pennad dre ouzhpennañ ar gemennadenn evit se. Evel-se e c'hall stumm dister ur pennad e penn-kentañ degas kalz a gemmoù all ha bezañ klokaet tamm-ha-tamm hag, a-benn fin ar gont, e vo brav an disoc'h. Graet e vez an efed piranha eus se. Ur wech savet ur pennad, arabat disoñjal lakaat rummadoù dezhañ ha liammoù etrewiki. Gw. amañ: Wikipedia:Rummadiñ; hag amañ : Ereadur etreyezhoù. [kemmañ] Gwelet ivez |