|
Boest ostilhoù |
Rhapsody of Fire
Testennoù ar 5 albom kentañ a kont un istor nemetken, ur raktres a za pelloc'h eget hini an albom-meizad. Tud 'zo a blijo dezho ar saga hag a heulio ar strollad evit e sonioù; tud all a dammalo ar strollad da vont re bell er stumm meurzanevellek, ha da goll e efedusted. War an tri albom kentañ, an darn-vrasañ eus an tonioù a zo war ur frammm melodic metal o lakaat da soñjal e Helloween pe Yngwie Malmsteen, gant lodennoù simfonek gant lodennoù vras gant binviji -sonerezh nemetken. An hollad a zo leun a youl, laouen ha dedennus. Stil ar strollad a verk goude ur cheñchamant gant ar CD Rain of a thousand Flames gant ur son teñvaloc'h. Tostorc'h eo deus son un ton film, echuet gant Symphony Of Enchanted Lands II - The Dark Secret, lerc'h ma, gant o peadra ha gant mouezh Christopher Lee, o deus un albom awenet hag a-bep-seurt.
[kemmañ] IstorE 1993, Luca Turili a ziviz da grouiñ ur strollad metal simfonek. Ar re gentañ o zont a zo Alex Staropoli ha Daniele Carbonera. An tri mañ a zav ur strollad anvet "Thundercross". Evit bezañ ar strollad a hiriv, Rhapsody of Fire o deus chñchet kaner, soner gitar-bout meur a wech. War a seblant, ur ganer vat o deus kavet gant Fabio Lione. Ur vloaz goude an taol-lañs, ober a reont o c'hentañ kinnig, Lands Of Immortals, gant komzoù graet gant Cristiano Adacher. Ur pennadig goude, ar strollad a resev ur gemmenadenn digant Limb Music Products & Publishing. Divis a reont asantiñ ha kergiñ a reont da vont war raok gant o sonerezh. Gant materi gwelloc'h, krog a reont enrollañ Eternal Glory, a zav Rhapsody ha kroget e vez da gomz diouto er gazetennoù. Ur pennadig goude e grouadur, daou izili a za kuit eus ar strollad, ar c'haner Christiano, hag ar soner giter-boud, Andrea. Bremañ, Peurrest ar strollad, Alex, Daniele ha Luca a rank ober penn d'ur gudenn. Fabio Lione a oa an diskoulm. Kaner kozh Labyrinth, anavezet e oa evit donder ha kreñvder e vouezh. Gant ar pevar izili-se, Rhapsody a grog da enrollañ penn kentañ un albom, Legendary Tales. An hini-mañ a zo bet enrollet e Alemagn gant ar broduer Sascha Paeth en deus ivez sikouret Rhapsody evit ar sonioù boud. E Here 1998, Rhapsody a grou Symphony Of The Enchanted Lands, an eil albom. Gallout a reer klevout ha gwelet evit ar wech kentañar soner gitar-boud nevez : Alessandro Lotta. E 1999, Rhapsody a ra evit ar wech gentañ un droiad ha dont a ra en-dro evit enrollañ ar single Holy Thunderforce ha Dawn of Victory, albom deuet er maez e fin an diskar-amzer. E Meurzh 2002, ar pevare albom, anvet Power of the Dragonflame a zeu er-maez er bed a bezh. Rhapsody a za d'ober un droiad : « Tour of the Dragonflames 2002 ». Evit ar sonadegoù-se, ar strollad a zegemer ur soner gitar-boud : Patrice Guers, hag un eil gitarour : Dominique Leurquin. E 2004 e za er maez ar best of "Tales From The Emerald Sword Saga". Ar best of mañ a zo deuet er maez d'ar mare lerc'h ma ar strollad a guitae LMP, hep e ali. Sinañ a reont e SPV, Magic Circle Music o merañ ar strollad. D'ar 27 a viz Gwengolo 2004 e teu er maez 5vet Albom Rhapsody : "Symphony Of Enchanted Lands vol II - The Dark Secret". An hini-mañ a zo sur a-walc'h an albom ar kerañabaoe krouidigezh ar strollad abalamour d'an elfennoù implijet : ul laz-seniñ tchek, ul laz kanañ gant 50 den hag an danevelladur graet gant an aktour gant ur vouezh boud : Christopher Lee. E miz Mae 2005, Rhapsody a embann ur single gant Christopher Lee. Ar ganaouenn "The Magic Of The Wizard's Dream", tennet eus an albom diwezhañ, a zo adkemeret e duo gant Fabio Lione, e 4 yezh disheñvel. E miz Even 2006 Rhapsody a zeu da vezañ Rhapsody of Fire abalamour d'ur c'h/Copyright lakaet war ho anv ha embann a reont d'ar memes taol un albom nevez deuet er-maez ar 25 a viz Gwengolo anvet : "Triumph or Agony". E fin 2007, kudennoù lezenn nevez a zeu da hegasiñ ar strollad. Pa oent prest d'ober un droiad e Amerika ar Su, an holl deizadoù a zo bet nullet, abalamour d'un disemglev etre Rhapsody of Fire hag e ti-embann, MCM (Magic Circle Music). [kemmañ] Kompozadur ar strollad
[kemmañ] Albomoù1994 : Land of Immortals (Kasedig) : 1995 : Eternal Glory (Kasedig) : 1997 : Legendary Tales : 1998 : Emerald Sword (Single) : 1998 : Symphony of Enchanted Lands : 2000 : Holy Thunderforce (Single) : 2000 : Dawn of Victory : 2001 : Rain of a Thousand Flames (Mini EP) : 2002 : Power of the Dragonflame : 2004 : The Dark Secret (Mini EP) : 2004 : Tales from the Emerald Sword Saga (Best Of) : 2004 : Symphony Of Enchanted Lands II - The Dark Secret : 2005 : The Magic of the Wizard's Dream (Single) : 2006 : Live to Canada 2005 (Live) : 2006 : Triumph or Agony : 2007 : Visions from the Enchanted Lands (Doubl DVD Live) [kemmañ] Liammoù diavez |