Salud, Degemermat nevez, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Degemermat nevez. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton zo war ar skeudenn. Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.
Spi hon eus az po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
Penaos implijout ar patrom-mañ?
Dindan emañ skrivet an elfennoù da skrivañ en ur pennad evit implijout ar patrom.