Orestes (mab Agamemnon)

Morc'hed Orest, gant William-Adolphe Bouguereau
Morc'hed Orest, gant William-Adolphe Bouguereau

Orestes (Ὀρέστης / Oréstês e gregach) a oa mab Agamemnon ha Klitemnestra hervez mojennoù Hellaz kozh. Breur e oa eta da Ifigenia hag Elektra (merc'h Agamemnon), hag ivez, hervez Sofokles, da Gristotemis.

Anv anezhañ zo e meur a vojenn ha meur a bezh-c'hoari gregach, ha stag eo e anv ouzh follentez ha glanidigezh. Abalamour ma talv e anv kement ha "den ar menez" eo stag ivez ouzh skeudenn an den gouest da vezañ trec'h war an diazamantoù .


[kemmañ] Mojenn

Mab-bihan da Atreüs e oa, diskennad da d-Tantalus ha Niobe, dindan ur wallblanedenn eta, ha mallozh an doueed zo war an tiegezh-se. A-raok brezel Troia, hag eñ bugelig c'hoazh, e oa prometet da zimeziñ d'e geniterv Hermione. N'edo ket er gêr pa zistroas e dad Agamemnon eus ar brezel ha pa voe lazhet gant e vamm Klitemnestra hag he serc'heg Egistos.

Sevel a reas aon d'e c'hoar Elektra e vije lazhet he breur yaouank ivez. Panevet e vagerez Arsinoe, hervez Pindaros, e vije bet graet e stal dezhañ ivez, rak fellout a rae d'e vamm lazhañ ar mab war-lerc'h an tad. Neuze e voe fiziet ar bugel en o eontr Stofios, e Fokida. Chom a reas Elektra e ti he mamm muntrerez, atav o klemm, hag atav o soñjal e distro Orestes un deiz, da ober o stal da vuntrerien o zad.

Eizh vloaz war-lerc'h, hag eñ en e 20 vloaz, ez eas Orestes da c'houlenn ali orakl Delfi, beleg Apollon, a oa mouezh an doue e-unan. War e ali groñs e tistroas da vro e dad, gant e genderv Pilades, mab Strofios, da zialiñ ar muntr, da lazhañ ar vamm dreitourez hag he serc'heg. Hervez Aeschylus en em gavas ar breur hag ar c'hoar war bez o zad Agamemnon e-lec'h ma oant deuet o-daou da ober al lidoù d'ar re varv. Eno eo e voe aozet o zaol ganto.

Damheñvel eo an istor kontet e pezhioù Sofokles hag Euripides, anvet Elektra. E-barzh an Odisseia e vez kinniget skouer vat Orestes da d-Telemac'hos, a laosk e vamm da vezañ hegazet gant danvez-priedoù.

Goude an torfed e sav morc'hed en Orestes ha Merc'hed ar Gonnar war e lerc'h noz-deiz, rak int-i eo a zo karget da gastizañ ar re a dorr lezenn an doujañs dleet da dad ha mamm. Repu a ya da glask da dempl Delfi, met Apollon e-unan, goude m'en doa iset anezhañ d'ober e dorfed, n'hall ket ober tra da wareziñ ar paourkaezh Orestes diouzh heuliadoù e wallober. Koulskoude, a-benn ar fin, setu an doueez Athena oc'h aozañ ur prosez dirak daouzek barner. Goulenn o freizh a ra an Erinied. Lavarout bezañ sentet ouzh Apollon a ra Orestes. C'hwec'h barner enep dezhañ, c'hwec'h all a-du gantañ. Gant mouezh an doueez e vo saveteet.

Aze ez echu an istor hervez Aesc'hilos. Pelloc'h avat ez a Euripides. Dont a ra Apollon da c'hourc'hemenn da Orestes tec'hel rak Merc'hed ar Gonnar da d-Tauris, ha da zegas ac'haleno delwenn e c'hoar, an doueez Artemis, a oa kouezhet eus lein an neñvoù , da Aten. Hag Orestes mont, gant e genderv. Erruet eno, setu ar bobl da dapout anezho, d'o bac'hañ, evit o aberzhiñ da Artemis, hervez m'emañ ar c'hiz gante. Met piv e oa ar velegez karget d'ober an aberzh, nemet Ifigenia, c'hoar all Orestes. Ha hi da ginnig leuskel he breur da vont gant ma kasfe ul lizher eviti da Hellaz. Nac'h a ra Orestes mont, fellout a ra dezhañ chom da vezañ lazhet, goulenn a ra digant e genderv mont en e lec'h. A-benn ar fin e tec'h an tri gant an delwenn.

Distro da Hellaz, setu Orestes o vont da roue Mikene, bro e dad (ret eo bet lazhañ Alete, mab Egistos a-raok ), hag Argos ha Lakonia ouzhpenn.

Flemmet e voe, a-hervez gant un naer en Arkadia. Degaset e voe e gorf da Sparta ma voe beziet, hag azeulet evel un doue da c'houde. (diechu)


wladyslawowo Auto giełda Pozycjonowanie stron BitComet Tworzenie Stron www Pozycjonowanie strony www teksty piosenek akwarystyka Sennik Domki nad jeziorem Serwery bielizna Drogi Klimatyzacja Pożyczki hipoteczne kick koparki Bułgaria wczasy Karaoke tani kredyt hipoteczny COOLsurf