Nubia

Skeudenn:Kartouchenn_lec'hioù.jpg
Pennad lodek eus an heuliad
Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur

Hiziv an deiz e vez graet Nubia eus ar vro zo e su Egipt, a-hed an Nil hag e norzh Soudan, met gwechall e oa ur rouantelezh dizalc'h.

Eured Nubiat e kostez Aswan, Egipt
Eured Nubiat e kostez Aswan, Egipt

Nubiz a gomz Yezhoù nubiek a renker da nebeutañ e daou skourr eus familh ar yezhoù nilez-saharek. En o zouez emañ an Nobineg, ar C'henzeg-dongalaweg, ar Midobeg ha rannyezhoù kar all komzet e lodenn norzh Menezioù Nubia e su Kordofan. Komzet e veze ar Birgideg, anezhañ un doare all, betek ar bloavezhioù 1970 da nebeutañ, en hanternoz Nyala e Darfour. Marv eo a-benn bremañ avat. Implijet eo bet an Hennubieg dre skrid en VIIIvet ha IXvet kantved, dreist-holl evit teulioù relijiel. Soñjet e vez e oa anezhañ ur stumm koshoc'h eus an Nobineg a-vremañ.

Taolenn

[kemmañ] Istor

[kemmañ] Ragistor

N'o deus ket laosket sevenadurioù kentañ Nubia roudoù skrivet na ne vez ket kavet roud anezho kennebeut e-touez danevelloù bloaziek pobloù all. E-mesk sevenadurioù heverk kentañ Nubia emañ sevenadur Badari, war-lerc'h Naqada ha da-heul hini Girzah. E Girzah eo anavezet ar sevenadur kentañ dindan an anv a Strollad-A. Kempred eo, well-wazh, gant ar I tierniezh en Egipt, e-tro 3100 kt JK. Strolladoù damgantreerien a oa anezho a veve diwar mesa deñved, givri ha tammoù chatal. Anavezet eo dre e lidoù douarañ hag e briajoù. Bloaziataet eo bet an ostilhoù ragistorel kavet e Nubia eus e-tro 65 000 kt JK. Kavet int bet a-hed traoñienn an Nil [1].

Kregiñ a reas ar sevenadur-mañ da vont war an diskar war-dro an XXVIIIvet kantved kt JK. Strollad-B a reer eus ar sevenadur zo deuet war-lerc'h. Gwechall e veze soñjet e oa deuet tud ar Strollad-B eus a lec'h all. Bremañ e kav d'an darn vrasañ eus an istorourien ne oa eus Strollad-B nemet tud Strollad-A met kalz disteroc'h o stad. Amsklaer eo abegoù kement-se, marteze diwar aloubadegoù ha preizherezh Egiptiz a grogas d'ar mare-hont.

Pa yeas war-raok ar c'henwerzh etre Nubia hag Egipt e reas kement all ar yec'hed hag ar stabilder politikel. Da vare VIvet tierniezh Egipt edo rannet Nubia en ur strobad rouantelezhioù bihan. Tabut zo c'hoazh evit gouzout ha bez' e oa pobloù ar Strollad-C a ziorroas etre e-tro 2240 kt JK ha 2150 kt JK tud deuet eus an diavaez pe disoc'h un emdroadur diabarzh. Heñvelderioù zo etre poderezh ar Strollad-A ha hini ar strolladoù B ha C. Gallout a rafe diskouez un distro eus ar Strollad-A bet argaset pe ur revival diabarzh eus arzoù diank. D'an ampoent e oa deuet ar Sahara da vezañ re grin evit bevañ Mab-den ha posupl eo e vije bet deuet kantreerien eus ar Sahara. Heverk eo poderezh ar Strollad-C dre e linennoù mentoniel engravet leuniet gant liv gwenn ha drevezadurioù kantennerezh moullet.

Kempred gant Strollad-C, met disheñvel outañ, emañ sevenadur ar Bezioù pillig, anvet evel-se abalamour d'an diskempenn ma oa o bezioù. Liammañ a reer ar Bezioù pillig ouzh lodenn reter an Nil met sklaer eo e oa keneskemm da vat etrezo ha Strollad-C. Heverk eo o foderezh dre e linennoù kizellet dizingaloc'h eget re ar Strollad-C, peurliesañ gant ichoù diginkl etre an tresoù mentoniel.

Diwar ar Strollad-C e c'hanas ar rouantelezh kentañ a unanas ar vro dindan he beli : rouantelezh Kerma, anvet diwar anv Kerma, a c'houlakaer bezañ bet he c'hêr-benn. Pa voe lañs en-dro gant galloud Egiptiz, da vare ar Rouantelezh Nevez e krogas Egipt da vont donoc'h war-du ar su. Da vare dibenn ren Toutmosis I, e 1520 kt JK e oa bet staget norzh Nubia ouzh Egipt.

[kemmañ] Marevezh meroitek : Kush

Pennad pennañ : Kush
Nubia, hiziv an deiz
Nubia, hiziv an deiz

P'en em dennas Egiptiz e laoskjont war o lerc'h un hêrezh padus a gemmeskas gant boazioù hag hengounioù ar vro a-benn reiñ rouantelezh Kush. Tud Kush a zegemeras kalz a berzhioù sevenadurel digant Egiptiz evel ar relijion hag ar boazioù da sevel piramidennoù

Pelloc'h eo padet rouantelezh Kush eget hini Egipt. E-pad ur frapad, zoken, e voe aloubet ha sujet Egipt gant Kush (e-pad marevezh ar XXVvet tierniezh pe tierniezh Kush) en VIIIvet kantved kt JK. Biskoazh ne zeuas a-benn ar Romaned da stagañ Kush ouzh o impalaeriezh. Kenwerzh a veze etre an Impalaeriezh roman ha rouantelezh Kush; eno e kave Roma goprsoudarded ivez.

Adal ar bloavezhioù - 315 - 295 e vrasa an troc'h gant skouer sevenadurel Egipt. Kreñvoc'h eo ar roud Nubia-soudanek, dreist-holl war an dachenn politikel ha relijiel. Dindan ren Nastasen (-335 da -315) e teu Meroe da vezañ ar gêr-benn da vat e-lec'h Napata. Betek-neuze e veze c'hoazh kurunennet ha douaret ar rouaned e Napata.

D'ar mare-se eo ma teuas war wel galloud ar c'handased anezho rouanezed tapet ganto ar galloud politikel pennañ. Testeniekaet eo meurdez o galloud hag o statud dre an titloù roueel douget ganto amprestet digant ar protokol faraonek. Setu-i : Sa-Rê, Neb-tawy ha n-swt-bity. Diskouezet eo splann gant jestr meur al lazhañ an enebourien, a verk abaoe Narmer, trec'h ar roue o ren war ar pobloù amezek. Kavet e vez un heklev anezho er Bibl ivez.

Tamm-ha-tamm, da vare ar Romaned, e tigreskas nerzh ar galloud kreiz avat ha rannet e voe ar vro etre kumuniezhioù disheñvel gant Pennoù bihan pe jeneraled e penn anezho. Pep hini anezho a oa e penn un armead goprsoudarded. En em gannañ a raent a-benn chom mestr war ar pezh eo Nubia hiziv gant an tiriadoù en-dro dezhi. Gwanaet e voe ar vro da-heul hag aesoc'h a se da dagañ.

D'ur mare bennak eo bet sujet Nubia gant an Nobaed. Alese e c'hallje dont an anv Nubia. Met gallout a rafe an anv dont eus ar ger egiptek Nub ivez, a dalvez aour. Adal ar mare-se e vo graet Nobatae eus ar vro gant ar Romaned. Evit gwir e vefe tuet ar studiadennoù genetek bet savet da ziskouez ez eus bet redoù genoù eus ar su d'an norzh a-dreuz traoñienn an Nil. [2] Fedoù yezhel a ziskouez ivez e vije deuet Nubiz traoñienn an Nil eus ar su hag ar mervent. Studiadennoù istorel a seblant anataat eo en em zispartiet ar yezhoù nilez-nubiek eus familh ar yezhoù nubiek a vez komzet c'hoazh e Menezioù Nuba e Kordofan e Soudan da nebeutañ 2500 bloaz zo. [3]

[kemmañ] Roll rouaned Kush

E dibenn e ren e rank rouaned Nubia talañ ouzh un aloubadeg deuet eus an hanternoz hag e rankont repuiñ pelloc'h er su e Meroe.

[kemmañ] Nubia gristen

E-tro 350 eo bet aloubet ar vro gant rouantelezh etiopiat Aksoum. Freuzet eo bet ar rouantelezh nubiat. A-benn ar fin e savo teir rouantelezhig vihan en he lerc'h : Nobatia en tu norshañ, etre kentañ ha trede dourlamm an Nil, gant he c'hêr-benn Pachoras (Faras hiziv); Makuria e-kreiz, gant he c'hêr-benn Dongola gozh; ha muioc'h er su Alodia gant he c'hêr-benn e Soba (nepell eus Khartoum

Kavet ez eus bet un enskrivadur e gresianeg eus e-tro 500 war voger templ Talmis (Kalabsha) hiziv) e koun trec'h ar Roue Silko eus Nobatia war ar vBlemmied

Anvet e voe ur Mark bennak da eskob Philae gant Athanasius eus Aleksandria a-raok e varv e 373. Diskouez a ra ar fed-mañ e oa aet tre ar relijion gristen er vro er IVe kantved dija. Notenniñ a ra Yann a Efez e oa bet gounezet roue ha noblañsoù Nobatia d'ar feiz kristen gant ur beleg monofizek anvet Juluan e-tro 545. Skrivañ a ra ivez e voe degemeret ar gristeniezh gant rouantelezh Alodia e 569. Eus e du, Yann Bisklorum a notenn e oa bet gounezet rouantelezh Makuria d'ar gatoligiezh en hevelep bloavezh. Soñjal a c'haller e oa faziet Yann a Efez neuze. Muioc'h a zouetañs a c'haller magañ c'hoazh war e desteni pa ouzer e verke kronikenn Penneskob gresian reizhkredennour Aleksandria Eutychius e 719 e oa bet treuzkaset Iliz Nubia eus an Iliz c'hresian reizhkredennour d'an Iliz koptek.

Er VIIvet kantved e kresk galloud Makuria. En em ledañ a ra betek dont da vezañ ar galloud pennañ er biojoù. Kreñv a-walc'h eo evit lakaat un harz da emled an Islam ha pa vije bet aloubet Egipt gant an Arabed a-benn neuze. War-lerc'h meur a argadeg c'hwitet ec'h asant renerien nevez Egipt sevel un emglev gant Dogomba. Kregiñ a ra ur c'henvevañ peoc'hus hag an darempredoù kenwerzhel. C'hwec'h kantved e pado ar feur-emglev. Tamm-ha-tamm avat en em silo an Islam e Nubia dre levezon ar genwerzhourien arab. A-benn ar fin e voe trec'h an islam war ar gristeniezh.

M'eo testeniekaet bezañs un eskob e Qasr Ibrim e 1372, e oa Faras en eskopti ivez. Sklaer eo ivez e oa deuet Iliz "roueel" Dongola da vezañ ur voskeenn a-benn 1350 pe war-dro.

[kemmañ] Nubia hiziv

Pennad pennañ : Nubiz

Diskaret e voe gouarnerezh Dongola er XIVvet kantved. Rannet ha sujet e voe ar vro gant Egipt. Er c'hantvedoù war-lerc'h e voe aloubet ar vro meur a wech ha diazezet e voe enni meur a rouantelezh vihan. Egipt a astenne he beli war an norzh tra ma kouezhe ar su dindan renerezh Rouantelezh Sennar er XVIvet kantved. E deroù an XIXvet kantved e tapas Egipt kontrolliñ Nubia a-bezh e-pad ren Mehemet Ali. Goude-se e teuas da vezañ ur c'hondominiom boutin etre Breizh-Veur hag Egipt.

Pa echuas prantad an trevadennerezh e voe rannet Nubia etre Egipt ha Soudan.

Gant savidigezh stankell veur Aswan ha krouidigezh Lenn Nasir e voe argaset kalz Nubiz dre heg. Hiziv e c'haller kavout kêriadennoù nubiat e norzh Aswan war glann kornôg an Nil war Enez Olifantin. Niverus eo Nubiz o vevañ e kêrioù bras evel Kaero ivez.

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Notennoù ha daveennoù

[kemmañ] Notennoù

  1. ^  Fox, C.L., 'mtDNA analysis in ancient Nubians supports the existence of gene flow between sub-Sahara and North Africa in the Nile Valley', in Annals of Human Biology, 24, 3, 217–227. (abstract)
  2. ^  Joseph Greenberg as cited in Thelwall (1982).

[kemmañ] Daveennoù

  • Thelwall, Robin (1978) 'Lexicostatistical relations between Nubian, Daju and Dinka', Études nubiennes: kollok Chantilly, 2-6 Gouere 1975, 265—286.
  • Thelwall, Robin (1982) 'Linguistic Aspects of Greater Nubian History', in Ehret, C. & Posnansky, M. (eds.) The Archeological and Linguistic Reconstruction of African History. Berkeley/Los Angeles, 39–56. stumm enlinenn

[kemmañ] Liammoù diavaez

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg


Szybkie odchudzanie Pozycjonowanie stron Cena Nikon D3 programy biurowe Serwery Opisy na Gadu Gadu Katalog Branżowy Firm Usługi kabarety Sennik Restauracje Kraków phone cards Frezowanie Apteka Wózki widłowe ebarok kick koparki Bułgaria wczasy Karaoke tani kredyt hipoteczny COOLsurf