E yezhoù all

Nonn

Santez Nonn (Nonnita e latin) a oa ur Gembreadez a vije bet mamm sant Divi er VIvet kantved.

Hervez ar mojennoù e oa merc’h d’ur roue eus Kembre, Brec'han hervez lod pe Cynyr Caer Goch evit lod all. Ur wech aet da leanez e vije bet gwallet gant un tiern anvet Sant pe Sanctus. Tec’hout a reas eus Kembre da vont da Gernev-Veur da gentañ a-raok erruout e Breizh da c’houde, e goueled morlenn Brest. Eno he dije bevet en ur peniti e don ur c’hoad derv ha ganet he mab Divi. Badezet e voe ganti, gant dour eus ur stivell strinket eno dre vurzhud (feunteun Santez-Nonn). Diwezhatoc’h pa voe bras Divi, ez eas Nonn en-dro en tu all d’ar mor, da gas he mab d’ober e studi e manati sant Ildud. Ha distroet e vije da Vreizh goude-se. Hervez mammennoù all, avat, e vije bet ganet Divi e Kembre e-kichen al lec’h anvet hiziv Tyddewi.

E Breizh e varvas Nonn en he feniti, en terouer anvet hiziv Dirinonn. Eno e kaver ur chapel Santez Nonn (eus 1577) hag ur chapel Sant Divi.

Hec’h istor a gonter e Buhez santes Nonn hac he map Deuy, ur skrid brezhonek bet savet er XVIvet kantved hag adkavet en XIXvet kantved e presbital Dirinonn.

Gouez da istorourien zo e c’hellje Nonn bezañ bet merc’h d’ur roue iwerzhonat.

Ouzhpenn e Dirinonn e kaver roudoù anezhi e meur a lec’h e Kembre (Capel Non e-kichen Tyddewi, Llanon e-kichen Aberaeron), e Kerne-Veur (Alter Nonn), hag e Breizh (Banaleg, Kersent-Plabenneg, Sant-Tonan, Sant-Yann-Drolimon). Kemmesket eo bet e lec’hioù zo gant ur sant all dezhañ un anv heñvel, Nonna, a vije bet unan eus kompagnuned Divi.

Lidet e vez he gouel d’an 2 pe d’an 3 a viz Meurzh.

[kemmañ] Levrlennadur

  • Buhez santez Nonn ou vie de Sainte Nonne et de son fils Saint Devy, Sionnet, 1837
  • La vie de Sainte Nonne, troet hag embannet gant Émile Ernault, Annales de Bretagne.
  • Buez santez Nonn : mystère breton, Yves Le Berre, Bernard Tanguy & Y-P Castel, kenembannet gant C.R.B.C. ha Minihi-Levenez, 1999.
  • Études sur la vie de sainte Nonne versification, personnages, syntaxe, Alan Botrel, Skol-veur Breizh-Uhel, Roazhon, embannet gant Presses universitaires du Septentrion, Université de Lille III, 1994.

[kemmañ] Liammoù diavaez


Hosting suplementy projektowanie stron Tłumaczenia rosyjski Opisy do GG Najlepsze Fundusze inwestycyjn leki na wypadanie włosów Transport do USA tanie pozycjonowanie Zakłady Bukmacherskie Nieruchomości Warszawa mazury imprezy integracyjne Kurs na prawo jazdy Warszawa gify Odzież używana kick koparki Bułgaria wczasy Karaoke tani kredyt hipoteczny COOLsurf