|
Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Poellad frankAn dro-lavar poellad frank a zo evit treiñ an hini saoznek "free software". Amjestr an dro-lavar-se e saozneg pa "free" a dalvez evit "frank" hag evit "digoust" ivez. Kavet e vez ivez al lavarenn vrezhonek meziant frank. Pa oa krouet al lavarenn-se gant Richard M. Stallman e oa kaoz eus ar frankiz evit an holl (arveridi pe diorrenerien) seveniñ, eilañ, dasparzhañ, studiañ, kemmañ ha gwellaat ar seurt poellad-se.
[kemmañ] GwrizioùAr frankizoù-se a oa ez-reolenn eus 1960 da 1980 e metoù an urzhiataerezh ha ne oant ket dibarderioù. Kod ar sistem oberiañ a oa roet d'ar brenidi kenkoulz hag ar gwir kemmañ tra pe dra lakaet splann war skrid. Ken kemmet e oa ar sistem oberiañ (un DOS bennak e anv) implijet gant urzhiataerioù-kreiz an embregerezh Total ma yaent en-dro gant un sistem liesprogramek ha ne oa ket bet savet ar perzh-mañ en derou. (orin : 01 Informatique, 1978). [kemmañ] Resisadennoù
Dre astenn e vez graet gant endalc'h frank m'eo posubl braslenn hag eilañ endalc'h teuliadoù'zo ha suroc'h c'hoazh m'eo posubl kemmañ an endalc'h da neb a fell dezhañ, da skouer gant endalc'hioù dindan an Aotre-implij hollek Teulierezh Frank GFDL, evel re ar Wikipedia. Koulskoude e vez lavaret gant lod n'eo ket ken frank ar GFDL (hervez tud o seveniñ ar raktres Debian). Patrom ar poellad frank a zo aet war wel er bloavezhioù '90 ha gant Linux a zo gwelet bremañ evel ur mod-produiñ en e blom hag a ya da glokaat ar modoù all. [kemmañ] Un nebeut poelladoù frank anavezet-mat
[kemmañ] Un nebeut mentrezhoù roadennoù frankN'eus bevenn ebet diouzh ur breou anavezet evit implij ar mentrezhoù-mañ
[kemmañ] IstorGourdad ar poellad frank a oe Unix pa oe posubl, ijinañ un toullad bras a adstummoù evit ar sistem oberiañ-mañ. Mammennoù all eo bet mezarc'hioù (libraries e saozneg) krouet gant embregerezhioù'zo. Da skouer, an ACM skrivet en Algol pe reoù krouet gant IBM evit e urzhiaterezhioù kentañ pe reoù DEC evit ar PDP pe reoù Data general evit ar Nova. [kemmañ] Frankiz hag evezhiañsKrouerien ar poellad frank o doa miret en o spered ar pezh eo erruet gant ar sistem Unix p'en deus aet da vezañ bruzunet en ur niver bras a zoareoù ken dizurzh e oa bet an diorren. Linus Torvalds en deus pouezet bras, dre skouer, ma vo lakaet da genglotañ produioù evit endro Linux evel Gnome ha KDE. Klenglotañ a reont bremañ gant ur c'holl bihan er mont-endro. [kemmañ] Liammoù diabarzh
[kemmañ] Liammoù diavaez
|