Marguerite Duras

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Marguerite Duras (Marguerite Donnadieu dre hec'h anv gwir) a oa bet ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1914 e Gia Dinh en Indochin (bannlev-norzh Saigon). Mervel a reas d'an 3 a viz Meurzh 1996.

Kelenner war ar matematik e oa he zad ha skolaerez e oa he mamm. Daou vreur koshoc'h egeti zo dezhi. Mervel a reas he zad, Emile Donnadieu, e 1918 e Frañs. Deuet e oa he familh da Frañs en-dro e 1921.

E 1923 e tistroas Itron Donnadieu, mamm Marguerite, gant he bugale da Vinh Long e delta ar Mekong er Vietnam. Prenet he doa douaroù rukagnajoù eno. Edo Marguerite o chom e „Pastur Lyauteu“ ha studiañ a rae e lise Chasseloup-Laubat. Tapet he doa he bachelouriezh e Saïgon e 1932 ha e tistroas da Bariz. Studiañ a reas ar matematikoù, ar Gwir hag ar politikouriezh e skol-veur Pariz.

E 1936 e oa tapet he aotreegezh war ar Gwir ganti hag en em gave gant Robert Antelme.

Etre 1937 ha 1945 e labouras e Ministrerezh an Trevadennoù.

E miz Gwengolo 1939 e oa dimezet Marguerite Donnadieu gant Robert Antelme.

E 1942, o bugel kentañ a oa ganet marv.

E-keit-se en em gavas Marguerite Donnadieu gant Dionys Mascolo.

E 1943 e oa embannet he romant kentañ „Les Impudents“ gant Embannadurioù Plon. Hemañ a zo skrivet dindan anv-pluenn Marguerite Duras. Duras a oa anv ar gêr familh a-berzh he zad e Lot et Garonne.

E 1943 c’hoazh o doa Marguerite ha Robert graet o annez e 5 Straed Sant-Benead e Pariz 6vet e karter Saint Germain des Prés. O chomlec’h a vo brudet er bed-holl.

Robert ha Dionys a zeuas da vezañ mignon an eil gant egile.

An tri den a oa ezel eus ar Rezistañs gant François Mitterrand anvet Morland.

Mignoned Marguerite a oa Jean Genêt, Michaux, Bataille, Merleau-Ponty, Leibowitz, Edgar Morin d’an ampoent.

Gant Robert Antelme ha Dionys Mascolo he doa lakaet he anv e „Strollad Broadel ar Brizonidi Brezel. E 1944 e oa bet embannet „la vie tranquille“, hec’h eil romant, gant Embannadurioù Gallimard. Er bloaz-se e oa lakaet he anv ganti er « Strollad Komunour Gall ». E 1944 ivez, e oa harzet Robert Antelme ha deportet da Buchenwald ha goude da Dachau.

E 1945 e oa dieubet Robert Antelme en ur stuz fall a-drugarez da François Mitterrand. Ar mare-se a voe deskrivet e « La Douleur » diwezhatoc’h.

E 1947 e oa dispartiet ar c’houblad.

« L’espèce humaine » a oa bet skrivet gant Robert Antelme e 1947 hag a oa bet embannet e Embannadurioù « Les Editions de la Cité Universelle » krouet gant Marguerite ha Robert. Nebeud amzer goude e oa ganet Jean Mascolo anvet Outa.

E 1950 e oa skarzhet kuit Marguerite eus ar SKG. E 1950 e oa embannet „Un barrage contre le pacifique“, istor he yaouankiz.

E 1957 e oa bet torr-dimeziñ etre Marguerite ha Dionys.


hp 36a darmowe programy Nieruchomości Blog Fotografia noclegi mazury oprogramowanie dla firm Wycieczki fotele ogrodowe Szkoły tańca sts Tom Tom GO 910 zakłady bukmacherskie Teksty piosenek na A hostessy wynajem maszyn budowlanych kick koparki Bułgaria wczasy Karaoke tani kredyt hipoteczny COOLsurf