|
|
|
Kaozeal:Frañsez II (Breizh)Hep mont da glask bremañ e larfen a-walc'h em eus soñj lenn udb diwar-benn se e Yezhadur Kervella ha ne ro ket c'hoant din kemm ma dibab kentañ.Bianchi-Bihan 26 Ebr 2006 da 06:40 (UTC) n'eo ket dre ma vez skrivet "Frañsez II " eo e ranfer lâret dre ret "Frañsez Daou ", bez' e c'heller lenn ivez "Frañsez an Eil" ma'c'h eus c'hoant ivez, e saozneg da skwer e vez skrivet atav "Elizabeth II" met lâret e vez atav "Elizabeth the Second". Ue reolenn skrivadur an hini eo n'eo ken.--Neal 26 Ebr 2006 da 07:23 (UTC) Doare-ober ar saozneg a c'hall bezañ dibabet e brezhoneg ma vez aesoc'h. Amañ n'eo ket, 'm eus aon. Koulz ober gant an Eilvet eta.Bernez Bernioù 26 Ebr 2006 da 13:13 (UTC) A-du on gant Neal, hag ouzhpenn-se chom a ra ar bajenn Frañsez an Eil evel pajenn adkas. Evit ar re a vo o klask an holloueziadur e vo aesoc'h klask gant 'II' eget gant 'an eil' (pe 'an Eil' ?)--Paotr 26 Ebr 2006 da 13:48 (UTC) (evit bernez) n'oûn ket hag-eñ eo peogwir ne deu ket sklaer ganin ar pezh a skrivan pe peogwir e vez treuzkomprenet, met n'em boa ket lâret e vefe mat (pe get) ober evel ma vez graet e saozneg. c'hoant am boa bet lâret kentoc'h e c'heller skrivañ en un doare resis hag ober dre gomz en un doare disheñvel (ne lârer ket, da skwer, Elizabeth bazh bazh nemet dre ma vez skrivet gant niveroù roman...).--Neal 26 Ebr 2006 da 14:05 (UTC)
[kemmañ] Frañsez an Eil(kaset da Vianchi-Bihan): Da skrivañ a ran ar wezh-mañ evel merour (kaste e vo un eilskrid d'ar verourion all). D'am soñj n'emañ ket sklaer evidout penaos ec'h a en-dro ar wikipedia , rak daoust ha m'emañ gwir e c'hell pep hini sevel ar pennadoù m'en deus c'hoant, pa sav un tabut wra ar pennad-mañ'r-pennad e vez klasket kaout un diskoulm dre en em glevout ar gumuniezh en he fezh kentoc'h evit ober dre c'hoantoù personel pep hini. marteze ne blij ket d'an holl, met evel-se emañ an traoù. Pa vez kemmet-adkemmet ur pennad hervez c'hoant tud disheñvel o savpoent e vez graet ur bezel outañ war ar wikipedia hag aze emañ ar verourion evit klask o diskoulmañ. d'am soñj ec'h eo gwell klask kaout un emglev a-raok mont da vrezeliñ. Betek-hen war an afer-mañ, pa seller ouzh ar gaozeadenn staget ouzh ar pennad, emañ e teu sklaer ec'h eus un den a sav a-du gant un titl resis (te) ha tri den all hag a sav a-du gant un titl all. Betek ma vo bet roet o ali war an afer-mañ tud all e adkasin ar pennad d'ar stumm ma sav a-du gantañ betek-hen an darn vrasañ a dud bet roet o ali war ar bajenn gaozeal. Damarezet e vo ar bajenn ivez ha lakaet ur menneg warnañ a divout an tabut. Ne vern gant piv e oa bet kroget ar pennad evel-just, daosut ma ma vefe diseven, anat dit, kas da benn seurt kemmoù hep ma kemerfe hi/eñ perzh er c'hoazeadennoù. Hag arabat mont da grediñ ivez e warezan ar pennad-mañ hervez ma c'hantoù terminologel-me, rak daosut hag emañ gwir em eus lâret e vefe gwell din implijout ar stumm "Frañsez II" dre skrid, n'em eus lâret mann ebet diwar-benn ar fed ma rankfer ovber gant ""Frañsez Daou" pe "Frañsez an Eil" dre gomz.--Neal 26 Ebr 2006 da 18:59 (UTC)
Ar stumm Frañsez II a gavan reizhoc'h pa skriver. --★C'hwil-du Siferniet★ 27 Ebr 2006 da 06:21 (UTC) |