Kaozeadenn Wikipedia:Roll ar pennadoù a rankfe pep wikipedia kaout

Evit an organegi: loened, plant, hag all: titl ar pennad a zo da vezañ lakaet en unander pe el liester? Kavout a ran iskis an unander, ha techet e vijen da ober gant al liester bewech... Pe d'an nebeutañ evit ar familhoù loened. Met alioù all a blijfe din kaout... Benoni (Kaozeadenn) 18 Du 2007 da 22:06 (UTC)

Ma lennan mat amañ [[1]], kalc'h a zo ur pennad a bouez, ellig ha kourzh n'int ket. Ur varn diazezet war ar skiant? Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 12:25 (UTC)
N'eo ket skiantel ar roll, un droidigezh diwar meta ez eo. Abeg a c'heller kavout war ger-mañ-ger evel-just. Met n'emañ ket aze ar pal. Sellet ouzh ar rannbennadoù e krec'h ar bajenn. Rolloù all a zo avat, heverk d'ar wikipedia brezhonek:

A galon,-- Benoni (Kaozeadenn) 19 Du 2007 da 12:30 (UTC)

[kemmañ] Un ali nemetken

N'eo nemet peogwir em eus gwelet goulenn alioù an dud e roin ma hini: keit ma ne vo ket prouet ez eus talvoudegezh holloueziadurel, ha peogwir ez eus bet lavaret sklaer uheloc'hik ne oa ket skiantel ar pennad (N'eo ket skiantel ar roll, un droidigezh diwar meta ez eo), daoust d'ar blijadur bersonel a c'hall bezañ o treiñ ur bajenn "meta" n'onn p'ra, e kav din e tremenemp aes-kenañ hepti (ar bajenn) a-raok, hag e c'haller tremen hepti ken aes all e dazont ur wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 20 Du 2007 da 03:56 (UTC)

Na plijus eo lenn skridoù Bianchi-Bihan atav, ken leun atav a zismegañs evit labour ar re all, ken pell atav eus menoz an doujañs! M'am bije skrivet ar c'hart eus kement-mañ e vije dija bet savet gantañ n'ouzan ket pet pajenn "klemm a-enep d'ur merour". Añfin bon, n'eus ket nemet Bianchi-Bihan war ar wikipedia brezhonek, hag emichañs e kavo tud 'zo amañ menozioù evit sevel pajennoù pouezus a ra diouer c'hoazh d'ar wikipedia-mañ. Hag emichañs evel-se e vo klokoc'h-klokañ hon wikipedia... Benoni (Kaozeadenn) 20 Du 2007 da 10:32 (UTC)

[kemmañ] Alioù pe meuleudioù?

  • Sellit penaos e vezer trugarekaet! Goulenn a reer hoc'h ali, reiñ a rit anezhañ, ha klemmichal a reer c'hoazh.
  • Goulennet e oa alioù an dud, ne ouien ket e oa "meuleudioù" a oa gortozet dre ret.
  • Marteze e oa alioù an holl nemedon? Neuze e oa dav resisaat.
  • Lenn a ran atav a-raok reiñ un ali, ha kavet em eus N'eo ket skiantel ar roll, un droidigezh diwar meta ez eo (sic). Tennet em eus ar gentel nemeti a oa da dennañ.
  • N'eo ket plijet ma ali? Evel-se emañ kont er vuhez. Alioù all a vo, arabat fallgaloniñ.
  • N'eo ket peogwir e kavan didalvoud a-grenn ar pennad e c'houlennan e zistruj: n'on ket ken strizh a spered: ne c'houlennan distruj nemet ar pennadoù goullo dezho titloù a zo fazioù, hervez ar reolennoù. Hag ouzhpenn se on aet da reizhañ meur a fazi graet ganit, evit klask gwellaat ar bajenn. Bravat degemer!
    • Ne welan ket pelec'h e vije ma ali ken leun atav a zismegañs evit labour ar re all (ouzh ar re all, e brezhoneg mat). Met moarvat e c'halli reiñ arguzennoù sklaer. Techet on da welout aze un dagadenn bersonel (unan ouzhpenn), difennet e-barzh wikipedia, d'ar verourien zoken.
    • Gallout a rafen klask an holl verkoù "a zismegañs" ouzh ma labour avat, ha gwall hir e vije m'eus aon, ma fell da lod c'hoari ar c'hoari-se.
  • Diwar ur pennad e oa goulennet alioù an dud? ha goulennet ganit? Diwar ur pennad em eus roet, ha roet dit. Ha din da c'houzout n'out ket "ar re all".
    • Ma kavez eo ret dit klemm abalamour da unan bennak a ro un ali hag a oa goulennet ganit peogwir e tisplij dit, gra. Sur on e vo efedusoc'h ar c'hlemm enep din eget ar re enep dit, evel boaz n'eus forzh penaos.
  • Peogwir n'eus gwir ebet war ar skridoù lakaet amañ e vo lakaet da frazenn n'eus ket nemet Bianchi-Bihan war ar wikipedia brezhonek e-barzh Wikipedia: Fazioù stankañ.
  • Achu gant se. Alioù all? Diwallit ! darn a vez degemeret fall ! Bianchi-Bihan 20 Du 2007 da 12:43 (UTC)

Jak szybko zawiązać krawat Strony internetowe Lublin Gry erotyczne centralwings flights Zupy Antiox Reklama Tarnów opisy na gg sts kredyt bielizna Jak zaplanowac płeć dziecka zadania z chemii Tusze do drukarek ebooki-eksiazki kick koparki Bułgaria wczasy Karaoke tani kredyt hipoteczny COOLsurf