|
|
|
Kaozeadenn Implijer:YunTrugarez evit bezañ brezhonekaet skeudennoù ar pennad ezklozadur. Penaos ac'h eus graet ? un toullad kartennoù all a garfen treiñ met n'ouzon ket penaos en em gemer. Fulup 30 Aug 2005 à 10:45 (UTC) Pellgarget em eus paint shop pro. Penaos e vez graet evit diverkañ ar pezh zo skrivet hep diverkañ ar foñs ? Ha goude evit skrivañ rik heñvel met en ur yezh all ? Fulup 31 Aug 2005 à 16:07 (UTC) Trugarez dit ivez evit da alioù war Paint shop. N'em eus ket klasket labourat gantañ c’hoazh. Evit troidigezh an etrefas, bremañ pa welan pelec’h en em gav an tammoù frazennoù e verzañ kalzik a fazioù pe traoù a vo da zigammañ (frazennoù savet a-dreuz). Graet e vo tamm-ha-tamm pa vo bet echuet brezhonekaat pep tra gant meziant ar wiki. Da'm soñj e vo nevezaet an holl etrefasoù a-barzh pell forzh penaos (ur stumm nevez a vo). --Fulup 5 Gwe 2005 à 17:48 (UTC)
Gwengolo hepken gant un bennlizherenn pe an holl mizioù ? --Paotr 10 Gwe 2005 à 10:12 (UTC) Slut Yun, setu, ur gudennig am eus ha ne deuan ket d'he diskoulmañ. klasket meus bet graet n'oûn ket pet gwech fenoz da embann ur pennad diwar benn ar vogouleg met n'a ket en-dro an traoù. setu 'pezh vez skrivet. hag un diskould 'tefe? trugarez, Neal 27 Gwe 2005 à 19:39 (UTC) Fazi bank roadennoù Ur pennad tennet eus Wikipedia, ar c'helgeriadur digor. Fazi ereadur er bank roadennoù. Setu ar goulenn bet pledet gantañ da ziwezhañ : (SQL query hidden) adal an arc\'hwel "Article::insertOn". adkaset eo bet ar fazi "1062: Duplicate entry '0-Vogouleg' for key 2 (10.0.0.102)" gant MySQL.
[kemmañ] Anvioù-lec'h estren e brezhoneg (eksonomiezh)
Mat, evel-just, seurt erbedadennoù n'int nemet reolennoù dre vras ha disheñvel eo boaz pep yezh ha pep bro. Mat eo gouzout kouskoude ez a an erbedadennoù etrebroadel war an tu-se ha n'eo ket war an tu azasaat pep anv estren e pep yezh. Evit ar brezhoneg e kaver a bep seurt. Emglev a oa bet etre Ofis ar Brezhoneg (ennañ ur servij a bled gant an anvioù-lec'h), An Here ha TES evit diazezañ reolennoù. Diwar ar reolennoù degemeret aze eo bet embannet kartenn ar Bed gant TES, ar c'hartennoù a gaver el levrioù Istor ha Geografiezh hag ivez roll geriadur an Here. Abaoe e vez implijet stummoù ar roll-se er gelaouenn Bremañ ivez. Ar pezh a oa bet divizet dre vras eo kement-mañ : pa vez ur stumm brezhonek testeniekaet mat er skridoù evit an anvioù estren : derc'hel d'ar stumm-se, da skouer Londrez, Pariz, Bro-Saoz, Spagn, hag all. Pa n'eus ket a stumm brezhonek testeniekaet mat (ur stumm a vez kavet e meur a oberenn, e meur a gelaouenn, dindan bluenn tud disheñvel), klask degemer ar stumm ofisiel e yezh ar vro : Costa Rica, Belarus... Mat, n'eo ket aes atav gouzout petra zo testeniekaet mat ha petra n'eo ket. Ar pezh a gont a gav din eo e oa bet tu da dizhout ur seurt treuzvarc'had hag ez eus bet embannet oberennoù pedagogel diazez gant ar stummoù-se. Setu, kavout a ra din n'eus nemet mad da gaout diwar implijout ar stummoù a gaver e geriadur an Here ha pa vefe tu da arguzenniñ war stumm pe stumm, forzh penaos ne vo morse a-du an holl war ur roll evel-se. Oc'h heuliañ ar roll zo en Here en em lec'hiomp dre vras el luskad etrebroadel a embann e ranker degemer ar stummoù evel m'emaint e yezh ar vro. Evidomp-ni Bretoned eo ivez un harp evit ma vo ofisielaet un deiz stummoù evel Kemper pe Ar Roc'h-Derrien e-lec'h Quimper pe La Roche-Derrien. --Fulup 27 Her 2005 da 09:38 (UTC) Trugarez dit, Fulup, skaeroc'h eo. Marteze e c'hellfes sevel ur pennad war an eksonomiezh?--Yun 27 Her 2005 da 11:07 (UTC) Ya, marteze a-walc'h, evit poent e kavan aesoc'h treiñ eget sevel avat (diouer a amzer). Trugarez atav evit bezañ lakaet ur skeudenn war ar pennad Naso. Mankout a rae met ne oa netra er pennad spagnolek orin. Kalz bravoc'h eo bremañ --Fulup 27 Her 2005 da 14:05 (UTC) [kemmañ] goulenn skoazell evit skeudennoùOc'h adlabourat emaon war ar pajennoù zo ezhomm evit skoazellañ ar Wikipedourien nevez da gemer perzh er raktres. Adkempennet em eus ar pajennoù Skoazell:Kammedoù kentañ diwar skouer ar pezh zo e galleg. Teir fajenn zo bremañ. Lakaet em eus liammoù evit skeudennoù met n'ouzon ket penaos en em gemer evit krouiñ ur skeudenn eus ar skramm brezhonek evit diskouez skouerioù. Daoust ha tu zo dit sikour ac'hanon evit ober war-dro an dra-se ? Gallout a rez mont war fr:Aide:Premiers_pas er wiki gallek evit gwelet penaos eo ar skeudennoù. Mankout a ra teir skeudenn en holl, div war Skoazell:Kammedoù kentañ hag unan war Skoazell:Kammedoù kentañ/2. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 26 Du 2005 da 12:58 (UTC) Graet eo. Trawalc'h eo pouezañ war an douchenn moulañ skramm evit eilañ ar pezh a vez diskwelet war ar skramm. Goude se e c'heller pegañ an dra-se e-barzh Paint pe Paint Shop Pro ha labourat war ar skeudenn.--Yun 27 Du 2005 da 11:54 (UTC). Dispar, trugarez vras dit. Pellgarget em boa Paint shop pro met kalz a boan am eus bet oc'h ober gantañ evit cheñch skeudennoù, dreist-holl evit diverkañ ha skrivañ war c'horre; ne zeue ket brav ha treiñ a raen sod. Trugarez c'hoazh. --Fulup 27 Du 2005 da 14:17 (UTC) [kemmañ] Patromoù babelTrugarez dit da vezañ kempennet ur patrom babel nevez evit an esperanteg. Hir-tre hag arabadus-kenañ eo kempenn an holl patromoù gant an niver spontus a yezhoù zo. Evit poent e oan bet ma-unan gant se hag un tamm digalonekaet e oan rak a labour a chom d'ober c'hoazh. --Fulup 18 Kzu 2005 da 18:13 (UTC) [kemmañ] Sikour adlenn mar plijMar plij, ma'z peus un nebeud amzer, ha tu a vefe dit d'ober un tamm adlenn d'ar pennad E=mc² ? N'eus ket ur skiantour ac'hanon ha n'on ket sur eo peurreizh ma zroidigezh (pell alese). Labouret em eus diwar ar pennad saoznek. Emañ war talbenn ar Wiki ar sizhun-mañ ha droch e vefe ma chomfe traoù spontus e-barzh. Trugarez vras dit en a-raok. --Fulup 18 Kzu 2005 da 22:51 (UTC) [kemmañ] L cont.Gwelet em eus L cont. e-barzh ar meneger e Un nozvezh ha mil. Petra eo ? Ha peseurt diforc'h gant "L" ? Trugarez. MP [kemmañ] Un nozvezh ha milPerak an doare-se ? Hud an treiñ eo. Lennet em boa un droienn evel-se ≈ "Den warn-ugent" evit "UN den warn-ugent". Ha da gentañ, em boa soñjet (Un nozvezh >) Nozvezh ha mil evel Unan ha kant. Re verr an dro em eus lakaet UN : setu Un nozvezh ha mil, hag a zo ul levr… disoc'h . MP Kompren a ran. Dav eo doujañ d'ar boazioù a zo diazezet dre gomz kerkoulz ha dre skrid e brezhoneg. N'eus ket da cheñch ar gerioù bep mintin, me zo akord ganti war pep tra teus skrivet din. Met n'anavezen ket an droienn teus roet din. Hag a-hend-all n'eo ket bet troet kalz a bajennadoù eus al levr (nemet teir c'hontadenn - ha re all marteze ?) nag a-ziwar doare Galland nag a-ziwar kontadennoù arabeg. Paour eo hêrezh a-fed levr an nozvezhioù arab en brezhoneg. MP OK. Penaos cheñch pep tra en titloù ? Pennadoù n'eo ket diaes… MP [kemmañ] Emplantennoù-bronn
[kemmañ] Dilennit ho merourienDigor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ [kemmañ] Deiziad digloksalut dit Yun. ya, gwelet 'm eus e oa diglok an deiziad - pe kentoc'h e vanke un eur...! ha goût a ouifes penaos ober evit renkañ ar gudennig-se? Neal 12 C'hwe 2006 da 10:07 (UTC) n'eo ket strikt - treuzet hom linennoù... :-)) Neal 12 C'hwe 2006 da 21:05 (UTC) [kemmañ] Epi/hipokreizennTrugarez dit da vezañ klokaet pennad hipokreizenn ha da vezañ brezhonekaet ar skeudenn. E pennad Epikreizenn n'on ket gwall asur eus ma zroidigezh evit afer ar gwagennoù treuz (n'eus ket ur skiantour ac'hanon). Moarvat e vefes gouest da lakaat an traoù un tammig splannoc'h ha digammañ an tamm frazenn-se (sell er pennad e saozneg). Trugarez dit en a-raok ma kavez un tamm amzer evit se. --Fulup 14 C'hwe 2006 da 20:58 (UTC) [kemmañ] logo ar wiki
[kemmañ] porched ar fizik
E galleg eo brav ar bloc'had kentañ met goude n'eo ket dispar rak n'eus ket gwir skeudennoù : Petra a soñjez ? Mat eo din sikour ac'hanout un tamm ma fell dit --Fulup 3 Meu 2006 da 19:17 (UTC)
[kemmañ] Kimiezh ha kembraegUr porched evit ar gimiezh ivez, goude ma n'eus ket pikol tra marteze: Primo Levi a oa kimiour. Ur pennad ganin db ar Ziklon B (ziklon?) hiziv. A-hend-all on bet mil souezhet o welout ne oa ket bet boulc'het Taliesin gant Kembreiz c'hoazh! Bianchi-Bihan 17 Ebr 2006 da 16:05 (UTC) [kemmañ] Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan. Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ. Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet. Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut) --Neal 5 Du 2006 da 09:42 (UTC) (Merour) [kemmañ] Dre ma brasañ faotKompren a ran da savpoent, hag aet on re bell, am eus aon. Setu ne rin ket ken. Komzet em boa un tamm eus se koulskoude en ur bajenn bennak (pehini? 'm eus ket soñj ken) abalamour ma kaven e oa stlabez gant ar rummadoù en tu-se: skrivagner(ien) (v)brezhonek(g), betek 5 rummad en holl, ma'm eus soñj mat. Goude-se em boa soñjet ne oa ket ezhomm eus kement-se a rummadoù. Met pa lavarez din perak e komprenan gwelloc'h. Gwir eo e vezan techet bremañ da vont da-heul tud zo a ya kalz re vuan da ziverkañ traoù zo: ur c'hleñved a red dre ar wikipedia, ha tizhet on bet ivez. Mat 'peus graet lavarout din, diwall a rin diwar vremañ. Lavar din en-dro ma kavez abeg em labour. Klask a ran ober pennadoù a c'hallo servij da implijerien ar wikipedia, skolidi, studierien ha kelennerien. Brezhonegerien, petra. A galon ganit. Bianchi-Bihan 28 Du 2006 da 20:55 (UTC) [kemmañ] Rummad:Duged BreizhSalud dit Benoni. Krouet em eus ur rummad Rouaned ha Duged Breizh evit renkañ ar pennad Alan IV a Vreizh. Dibabet em boa an titl-se abalamour d'ar pennad Roll Rouaned ha Duged Breizh. Emaon o paouez gwelet ez poa krouet ur rummad Duged Breizh c'hoazh. Daou a zo re eveljust ha ret e vo dilemel unan. Petra 'soñj dit ? --Yun 29 Du 2006 da 20:51 (UTC)
N'in ket da sevel ur skritur nevez fenoz, met kompren a garfen petra eo ar fallvarchoù: n'eus liamm ebet gant ur pennad gallek da sklerijennañ ma spered beuzet e teñvalijenn an diouiziegezh. Shelley Konk 5 Kzu 2006 da 17:42 (UTC) [kemmañ] Rummad bloavezhioùSalut dit, Ne oa ket ken diaes met ur gudenn a chom evit ar bloavezhioù kent jezus Krist n'ouzon ket penaos renkañ anezho --Paotr 8 Kzu 2006 da 08:36 (UTC) [kemmañ] kartenn ar wikipedourien
Salud, labous-noz. Ne gomprenan ket penaos e vez kontet ar pennadoù gant ma zamm labour noz e tleje bezañ tizhet an 11 000 pennad. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 04:35 (UTC) Tremenet eo eus 10995 da 11001. Ganit eo deuet an niver 11 001. Ez an d'ober un tamm kousk. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 04:40 (UTC) [kemmañ] BotSalut Yun. Gwelet am eus eo bet krouet ur bot ganit. Arabat ankounac'haat e rank an holl botoù bezañ aotreet gant ur merour a-raok lakaat anezhe e pleust. Me n'on ket ur mailh war seurt traoù - gwelloc'h e vefe d'am soñj displegañ palioù ar bot-se da Fulup ha goulenn digantañ ma vefe aotreet. Trugarez. --Merour (N) 17 Kzu 2006 da 14:43 (UTC)
[kemmañ] BotTrugarez evit bezañ goulennet un aotre - daoust din chom hep bezañ komprenet re vat ar goulenn!!! n'ues forzh penaos, mac'h out sur ne vo kaset tamm distruj da-benn gant ar bot-se ha touiñ a rez da renkañ da-unan forzh peseurt reuz plantet gantañ dre fazi ne welan kudenn ebet evit ober gantañ. Petra eo pal(ioù) reis ar bot-se? Petra a ra? (buan-ha-buan hag displegadurioù re deknikel). Ha gallout a rafes sevel botoù all evit ober war-dro traoù resis (evel tennañ ar patrom Peurunvan diwar ar pennadoù)? A galon --Merour (N) 19 Kzu 2006 da 19:04 (UTC)
[kemmañ] YunBotTrugarez dit evit an ditour. Hervez am eus komprenet e ranker kaout asant ar Wikpedia brezhonek (sevel ur votadeg) a-raok goulenn ar statud Bot gant ur steward. --Yun 20 Kzu 2006 da 05:55 (UTC)
--Neal 20 Kzu 2006 da 12:33 (UTC) [kemmañ] Sinadursalut! ha gallout a rafes lâret din ez-reis petra ac'h eus skrivet er penndibaboù a-benn gallout kemmañ da sinadur. kaer am eus klask ober met ne deuan ket a-benn. kas din ar sintaks leun implijet ganit hag e rin gantañ. trugarez en a-raok. --Neal 22 Kzu 2006 da 16:59 (UTC) [kemmañ] PeurunvanSalud dit, Yun. Skrivañ a ran e peurunvan - gant kalz fazioù em eus aon ;-D N'em eus ket skrivet ar pennad Saoznek (yezh gwened) ! Kaved em eus ar pennad-mañ dindan Saoznek. Setu perag em eus krouet tri pennadoù :
Arnodet em eus al liammoù e wikipedia e yezhoù all : al liamm a zo d'an pennad kentañ. N'ouzon ket gant piou ar pennad e yezh gwened a zo bet skrivet met n'em eus ket an urzh da nullañ ar pennad-se (a gredan) ! Petra eo da sonj ? Ouzhpenn-se kempennet em eus ar pajenn kaozeadenn ! Da galon Luzmael 22 Kzu 2006 da 17:05 (UTC) [kemmañ] Bot(sorry for writing in English)
[kemmañ] Demokratelezh[[1]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:06 (UTC) [kemmañ] TrugarekaatPlijout a ra din gwelout livadurioù brav er wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 2 Gen 2007 da 08:48 (UTC) [kemmañ] Renket an traoùSetu, renket eo bet ganin ar gudenn, sañset. A galon, Benoni 4 Gen 2007 da 16:24 (UTC) [kemmañ] Labour evit YunbotDemat. Echu eo ar vot war implij ar peurunvan war wikipedia. Divizet zo bet lammañ kuit ar patrom {{peurunvan}} eus an holl bennadoù. Daoust-hag eñ e c'hallfe Yunbot ober war dro? Trugarez dit! A galon, Benoni 7 Gen 2007 da 13:36 (UTC)
[kemmañ] ezhomm eus ur bot erlec'hiañDaoust hag e c'hallfe da vot lakaat an droienn Unaniezh Soviedel e-lec'h Unvaniezh Soviedel en anv ar rummadoù hag e titloù ar pennadoù (Gant NEal e oa bet krouet an darn vrasañ eus ar pennadoù/rummmadoù-se)? Sell ouzh ar gaoz amañ : http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Neal#fff5f1zh_.2Funvaniezh Trugarez dit en a-raok. A-hend-all e vo ret din en ober unan hag unan peogwir e oan krog gant se hep merzout e oa dija ur bern pennadoù war an danvez-mañ er wiki. Fulup 2 C'hwe 2007 da 17:35 (UTC)
[kemmañ] adlec'hiañ ur gartenn
[kemmañ] Brezhonekaat ur skeudenn
Trugarez dit. Fulup 6 C'hwe 2007 da 20:11 (UTC) [kemmañ] Kendiviz reolata war ar rummadiñDemat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:53 (UTC) [kemmañ] Kemenn votadegDemat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ. Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg. Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot. Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:14 (UTC) [kemmañ] DegemerTrugarez dit evit ar reizhadenn war ar bajenn degemer. Dleet e vije bet din teurel evezh !--Llydawr 4 Meu 2007 da 09:17 (UTC) [kemmañ] Labour evit YunbotDemat! Daoust hag-eñ e c'hellfe Yunbot lakaat tierniezh e plas tiernelezh, kement e titloù ar pennadoù, titloù ar rummadoù, diabarzh ar pennadoù, hag all.? Trugarez bras dit en a-raok! A galon, Benoni 4 Meu 2007 da 11:10 (UTC)
[kemmañ] Vot digor war adenvel an ti-chopinUr vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali.Benoni 29 Meu 2007 da 18:31 (UTC) [kemmañ] Bot war wikipediaDemat Yun. Daoust hag-eñ e ouifes krouiñ ur bot war wikipedia (br) a gasfe ur gemenadenn d'an dud a zisoñj rummata ar pennadoù krouet ganto. Seurt botoù a zo war darn vrasañ ar wikipediaoù bras (gw. da skouer fr:Utilisateur:Escalabot, met pas e brezhoneg. Trugarez dit! Benoni 16 Ebr 2007 da 23:08 (UTC)
[kemmañ] Vot digor evit kaout ur bureviadUr vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC) [kemmañ] LiammoùReizhañ liammoù a fell dit ober, ha mat eo. Mat e vije ivez sellout ouzh al liammoù a lakaez en o lec'h: ne vezont ket mat atav fr:Benoni, da skouer. Adlakaat a ran al liamm kentañ a oa reizh. A galon. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2007 da 16:19 (UTC) Skrivet 'feus: * George Orwell, Kêr al loened, troet gant Erwan Hupel, An Dalar, 2002 Pelec'h e kavin al levr? Bianchi-Bihan 9 Her 2007 da 03:22 (UTC) Trugarekaat. Bianchi-Bihan 9 Her 2007 da 12:29 (UTC) [kemmañ] Kemennoù: vot ha wikiarroudDemat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, [kemmañ] Artemisia Gentileschi
[kemmañ] Pennad matDemat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, [kemmañ] KoreMa kerez e selli ouzh istor ar pennad Kore. Bianchi-Bihan 29 Kzu 2007 da 05:26 (UTC)
[kemmañ] Ezhomm eus ur robot arbennik war wikipediaDemat! Koll a ran kalz amzer o kas war ar wikipedia brezhonek ur rummad patromoù eus ar wiki saozneg diwar-benn an deiziadur sinaat. Kantadoù a pajennoù a zo da zegas evel-se. Daoust-hag-eñ e ouife da robot ober kement-mañ? Ar patromoù a zo dindan ar stumm Patrom:Chinese calendar/month/xx/xx, da skouer Patrom:Chinese calendar/month/50/46, ha Patrom:Chinese calendar/day/xx/xx, da skouer Patrom:Chinese calendar/day/50/46. Mil bennozh dit ma gavez un diskoulm! Ha kalanna pe bloavezh laouen dit, hervez ar mare ma lennez ma c'hemenadenn!
[kemmañ] EchedoùSld. Ganeoc'h-c'hwi e oa bet krouet ar pennad d.b. Gaëtan Sarthou: petra eo e liamm gant Breizh m.p. ? Trugarez en a -raok. A galon. Klaod. Kadbzh 23 Ebr 2008 da 17:14 (UTC)
[kemmañ] SkiantoùGwir a lârit. Damsantet oa bet ganin la chome ur gudenn. A galon. Klaod. |