|
Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Island
E brezhoneg e ra lod gant Enez ar Skorn, un anv heñvel a-walc'h ouzh an hini kembraek, Ynys yr Îa.
[kemmañ] IstorDont a reas Lec’hlenniz da ober o annez en Island, o tont eus Norvegia, adalek an IXvet kantved. Degas a rejont ganto sklaved eus Bro-Skos hag Iwerzhon. En Island e voe savet ar Parlamant koshañ a anavezer er bed, an Althing, er bloavezh 930. Ur wech trevadennet gant Vikinged e chomas dizalc’h a-walc’h Island e-pad 300 vloaz. Met goude-se e voe staget ouzh Norvegia hag ouzh Danmark pa voe unanet an eil bro ouzh eben. Pa voe disrannet Norvegia diouzh Danmark e 1814 e chomas stag Island ouzh ar rouantelezh danat tra ma oa staget Norvegia ouzh Sveden. Tamm-ha-tamm e teuas da vezañ emren a-walc’h diouzh Danmark avat hag e 1918 e teuas da vezañ ur vro dizalc’h, en ur chom stag ouzh ar rouantelezh. Roue Danmark a gendalc’he da vezañ roue war Island. E-pad an Eil brezel bed e voe troc’het al liammoù gant Danmark a oa bet aloubet gant an Alamaned. E 1944 e voe savet ur republik. [kemmañ] PolitikerezhEn Althing ez eus 63 a izili, dilennet bep pevar bloaz. Gant ar Prezidant e vez anvet ar C’hentañ Ministr ha gant hemañ e vez renet ar gouarnamant. [kemmañ] Kêrioù
[kemmañ] DouaroniezhEmañ Island war ur gribenn, e-kreiz ar Meurvor Atlantel, ma vez fiñvadennoù dibaouez gant ar plakennoù tektonik. Gant se ez eus kalz menezioù-tan, an hini anavezetañ anvet Hekla. Hiziv an deiz e talc’h menezioù-tan da grouiñ (enez Surtsey, war aod ar c’hreisteiz, a voe krouet gant tarzhadenn ar 14 a viz Du 1963). War-dro 10% eus an enez zo goloet gant ar skorn. Brudet eo geyserioù Island dre ar bed a-bezh : tennet e vez implij eus an dour tomm zo dindan douar evit tommañ, marc’hadmat, ar savadurioù er vro. A-hed an aod emañ an darn vrasañ eus ar c’hêrioù. Reykjavík, Keflavik (m’emañ aerborzh ar vro) hag Akureyri eo ar re vrasañ anezho. [kemmañ] ArmerzhPouezus-bras eo ar pesketa evit ar vro. Diwar-bouez an obererezh-se emañ ar braz eus gounidoù ar c’henwerzh gant an estrenvro (60%) hag un dregantad uhelik eus ar postoù labouro (8%) zo dalc’het gantañ. Estreget pesked e vez ezporzhiet ivez aluminiom. Abaoe dibenn an ugentved kantved e klask ar gouarnamant lakaat armerzh ar vro da vezañ dizalc’hoc’h diouzh ar pesketa, en ur liesseurtaat an obererezhioù : douargounezerezh (e tiez-gwer), stlennegezh… Dont a ra gennad an touristerezh da vezañ pouezus ivez. [kemmañ] SevenadurUr yezh skandinavek eo an islandeg, ha chomet eo an islandeg modern tost a-walc’h d’an henyezh, an norseg. Ha lorc'h zo en dud gant o hêrezh viking. Brudet eo Island evit ar sagaoù zo bet savet eno ha lakaet dre skrid er Grennamzer. Eus Island e teu ar ganerez Björk hag ar skrivagner Halldór Laxness, a oa aet gantañ Priz Nobel al lennegezh e 1955. [kemmañ] Liammoù diavaezAlamagn • Belgia • Bulgaria • Kanada • Republik Tchek • Danmark • Spagn • Estonia • Frañs • Gres • Hungaria • Island • Italia • Latvia • Lituania • Luksembourg • Norvegia • Izelvroioù • Polonia • Portugal • Roumania • Slovakia • Slovenia • Turkia • Breizh-Veur • Stadoù-Unanet Amerika
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||