Giuseppe Arcimboldo

Emboltred
Emboltred
Poltred Massimilian II hag e diegezh,  war-dro 1563
Poltred Massimilian II hag e diegezh, war-dro 1563
Vertumne (Poltred Rudolf II) (~ 1590) Skoklosters Slott Sveden.
Vertumne (Poltred Rudolf II) (~ 1590) Skoklosters Slott Sveden.

Giuseppe Arcimboldo (pe Arcimboldi pe Arcimboldus) zo ul livour italian , ganet e 1527 e Milano ha marvet eno e 1593. Brudet eo e daolennoù gant frouezh pe legumaj aozet da stummañ poltredoù.

Taolenn

[kemmañ] E vuhez

En un tiegezh livourien e oa ganet e 1527 e Milano. Pa oa 22 vloaz e laboure gant e dad war-dro iliz-veur Milano. Ober a reas tresadennoù war gartoñs evit ar gwer-liv. Goulennet e voe outañ, gant Ferdinant Bohemia, ober pemp skoed-ardamez evit an iliz-veur. Un tamm brud a dapas gant se. Galvet e voe da vont da Braha en 1562 da labourat evit Ferdinant ha poltrediñ e diegezh. Meur a livadur klasel zo bet lakaet war gont Arcimboldo, hag ar brudetañ eo Poltred Massimilian II Habsbourg hag e diegezh, livet war-dro 1563, met n'eus netra sur. Gant an tiegezh e chomo betek 1587.

Un tamm war-lerc'h kregiñ da labourat evit Ferdinant e stagas Giuseppe Arcimboldo da livañ an heuliad kentañ eus ar "pevar amzer" en e zoare souezhus ha hep e bar.


[kemmañ] E oberennoù

  • Primavera, Estate, Autunno, Inverno, (ar pevar amzer), a zo eoullivadurioù graet e 1573 hag a c'haller gwelout e mirdi al Louvre, e Pariz.

[kemmañ] Taolennoù

[kemmañ] Lennadurezh

  • André Pieyre de Mandiargues ha Yasha David, Arcimboldo le Merveilleux, Robert Laffont, Paris (1988)
  • (it)Simonetta Venturi, Arcimboldo; (fr), Ed. Celiv, Paris (1990) ISBN 2-86535-028-2
  • (fr)Caroline Blanc, Arcimboldo, Gamma jeunesse, Tournai (1993) ISBN 2-7130-1538-3
  • (fr)Claude Delafosse, J'observe les portraits d'Arcimboldo, Gallimard jeunesse, Paris (1999) ISBN 2-07-052738-7
  • (de)Kriegeskorte, Werner, Giuseppe Arcimboldo : 1527-1593 Taschen (1993) ISBN 3-8228-0158-5
  • (fr) Boulicaut-Duffau, Catherine, Arcimboldo et Flaubert. Lecture du portrait "La Terre" de Giuseppe Arcimboldo, Nouvelle revue pédagogique, 11/2001, 2001/02-03
Commons

Muioc'h a zafar war an danvez-mañ a vo kavet e-barzh ar Wiki Commons


[kemmañ] Liamm diavaez


Wizualizacje Ustrzyki Dolne leasing Reklama Tarnów kierownik budowy rozwiazania zadan wędkarstwo morskie Noni Elektronarzędzia Dewalt Opisy GG prezenty noni Restauracje Kraków Gry Filmy DVD kick koparki Bułgaria wczasy Karaoke tani kredyt hipoteczny COOLsurf