|
Boest ostilhoù |
Il SodomaGiovanni Antonio Bazzi, lesanvet Il Sodoma, ganet e Vercelli (Piemonte) e 1477, marvet e 1549, a oa ul livour italian eus ar XVIvet kantved. Tapet en doa e lesanv dre ma plije dezhañ ar baotred yaouank, hervez Giorgio Vasari, evel Caravaggio ha Cellini ha forzhig arzourien arall en e amzer. Diskibl e oa da Martino Spanzotti. Kemer a reas an dorn war-lerc'h Signorelli e kloastr Monte Oliveto Maggiore. En 1512 edo o labourat er Villa Farnesina e Roma. Goude ez eas da Siena da chom, hag eno e echuas e vuhez livour, oc'h ober war-dro murlivadurioù, ma weler ennañ unan eus mistri veur ar skol sienat. Ne oa ket un tresour eus ar c'hentañ troc'h, met mestroniañ al lusk hag al liv a rae , ma c'haller e dostaat, er c'heñver-se da vihanañ, ouzh Leonardo da Vinci evit a sell al livañ merc'hed, koantik, ha parfet. E ziskibl wellañ e oa Le Riccio, a zimezas gant e verc'h Faustina. [kemmañ] E oberennoù brudetañ
[kemmañ] Pennad kar
[kemmañ] Liammoù diavaez |