|
Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Faero
Bez ez eo an inizi Faero (Føroyar, LFE: [ˈfœɹjaɹ], 'inizi an deñved' e faeroeg; pe marteze ivez 'inizi pell') un enezeg er Meurvor atlantel, hanter hent etre aodoù Norvegia, Bro-Skos hag Island. Stag int ouzh rouantelezh Danmark, met emren int abaoe 1948.
[kemmañ] DouaroniezhUn enezeg enni 18 enezenn eo an inizi Faero. Lec’hiet eo a-hedred gant inizi kornôg Bro-Skos, hag en em astenn a ra a-hed 113 km eus an norzh d’ar su hag a-hed 75 km eus ar c’hornôg d’ar reter. Inizi roc’hellek ha torosennek int, toullet o aodoù gant fjordoù bihan. Ar Slættaratindur eo ar menez uhelañ, dezhañ 882 m uhelder, war enez Eysturoy. Kerreizh eo an hinad. Klouar ha gleb e vez an amzer, gant brumenn hag avel alies. [kemmañ] IstorMoarvat e voe menec'h eus Iwerzhon war an inizi er VIIvet kantved. Met gant ar Vikinged eo e voe poblet an inizi da vat. Hervez ar Færeyinga Saga (saga Faeroiz) e voe aloubet an inizi gant tud tec’het diouzh yev roue Norvegia en IXvet kantved. En XIvet kantved e voe perc’hennet an inizi gant ur roue norvegat all, Olav Tryggvason. Gant hennezh e voe kristenaet an enezidi. Ur wech unanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, dre Unaniezh Kalmar, goude 1386, e tremenas an inizi Faero dindan galloud Danmark. Stag ouzh Danmark e chomas an inizi goude Feur-emglev Kiel, pa voe distaget Norvegia diouzh Danmark. E-pad an Eil brezel bed, pa oa bet aloubet Danmark gant an Alamaned, en em stalias arme ar Rouantelezh Unanet en inizi. Kement-se a roas c’hoant d’an enezidi da gaout o gouarnamant dezho. Un emsav evit ar yezh a oa abaoe dibenn an XIXvet kantved hag un emsav politikel abaoe deroù an XXvet kantved. E 1948 e voe roet d'an inizi ur statud emrenerezh. Pa’z eas Danmark e-barzh Kumuniezh Europa, e 1973, e tivizas tud an inizi Faero chom er-maez. Bremañ ez eo an dizalc’hiezh krenn pal gouarnamant an inizi. [kemmañ] Levrlennadur
[kemmañ] Liammoù diavaez
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||