|
Boest ostilhoù |
Damião de OdemiraDamião de Odemira, anavezet ivez dindan ar stumm italianek Damiano, a zo bet ganet en Odemira (Portugal) er XVvet Kantved ha marvet er XVIvet Kantved. Apotikaer portugalat, c'hoarier ha skrivagner echedoù. E studiadenn bet skrivet en italianeg hag e spagnoleg (Tratado de Xadrez e portugaleg; "Questo libro e da imparare giocare a scachi: Et de belitissimi Partiti"), embannet e Roma e 1512 a roas e vrud dezhañ. Ret oa bet dezhañ tec'hout kuit du-hont pa voe skarzhet ar yuzevion eus Portugal dindan ren Manuel Iañ. [kemmañ] Ar C'haradenn DamianoAnvet eo bet ar c'haradenn-mañ diwar Damiano, daoust dezhañ bout lâret splann ne vez ket un dra vat c'hoari "f 6". 1. e4 e5 2. Mf3 f6 3. Mxe5 [kemmañ] Oberenn skrivet
|