|
Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Brezel-bed kentañ
Ar brezel-bed kentañ a zo ur brezel a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ. Brezel-bed a vez laret, rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a vroioù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil brezel bed e vez anvet ar Brezel Bras, ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E-pad an hañv 1914 e Sarajevo e strakas ar brezel-se. D'an 11 a viz Du 1918 e Koadeg Compiègne e voe sinet an arsav-brezel. Lazhet e voe un 10 milion bennak a dud. [kemmañ] Talbennoù[kemmañ] Emgannoù
|