Bohemia

Kartenn Bohemia
Kartenn Bohemia

Bohemia (Čechy e tchekeg, Böhmen en alamaneg) a zo ur vro istorel e Kreiz Europa. Hiziv an deiz ez eo brasañ rannvro ar Republik Tchek. Dont a ra anv ar vro eus hini ar vBoied, ur bobl geltieger hag a oa o chom eno en henamzer. Eus an Xvet kantved betek 1806 e oa Bohemia unan eus rouantelezhioù an Impalaeriezh Santel Roman ha German. Betek 1918 e chome dindan ren an Habsbourged.

Ar stêr hirañ a zo e Bohemia eo ar Vltava, un adstêr d'an Elbe (Labe).

Bohemia a zo 52 060 km² he gorread ha war-dro 6,25 milion a annezidi he foblañs.

Betek 1946 e oa divyezhek Bohemia ha kalz stankoc'h he foblañs, met er bloavezh-se e voe harluet alamanegerien Tchekoslovakia (war-dro 2,7 milion a dud, tost da 2 vilion anezho eus Bohemia) da Alamagn hag Aostria.

[kemmañ] Kêrioù brasañ Bohemia


pianobeton Złożoność obliczeniowa Organizacja imprez Włatcy Móch suplementy Bilety Noni Hotelarstwo Euro2008 wartościowy katalog wycieczki kraków rozmówki angielskie Pozycjonowanie buty ślubne Poznań nieruchomości kick koparki Bułgaria wczasy Karaoke tani kredyt hipoteczny COOLsurf