|
Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Aristoteles
Aristoteles, gant Francesco Hayez
Ur prederour gresian eo Aristoteles ( Αριστοτέλης e gregach). Ganet e oa bet e Stavros, Makedonia e 384 kent JK ha marvet e oa e C'halkis, en Eubea, e 322 kent JK.
[kemmañ] Un arseller ouzh ar gwirvoud politikelAristoteles en deus kroget ganti dre renabliñ ar poentoù boutin hag an diforc'hioù bras a oa etre ar renadoù. Diwar se en deus graet rummadoù bras (e labourioù diwar-benn al loened pe ar plant a zo savet er memes mod). [kemmañ] Rummata ar gouarnamatoùRummataet int bet diouzh 2 zesverk :
Pa groazier an dezverkoù an eil ouzh egile e teu 6 rummad a renadoù war wel : - Brientinelezh / Nemeurveliezh evit pep hini anezho ez eus ur stumm glan hag ur stumm fallaet en e rummadoù enta. [kemmañ] Treuzfurmadur ar renadoùUnan eus mennozhioù pennañ ar prederouriezh gresian eo an emdroadur evit distreiñ d'ar poent loc'hañ. Platon a gave dezhañ e oa ur mont war fallaat pe gave da Aristoteles e oa un emdroadur, tra ken. Ar c'helc'hiad hervez Aristoteles eo hemañ neuze :
Anat eo ne zeu ket an emdroadur eus ar renad gwellañ d'an hini gwashañ : kempleshoc'h eget se eo. An Droug a c'hell disoc'hañ war ar Mad : n'eo ket tonket an istor da vont da fall hervez Aristoteles. Ken anat all eo n'eus netra peurbadus : an dud a c'hell lakaat an traoù da cheñch ha dreist-holl, lakaat anezho da vont war wellaat. [kemmañ] Difenn ar renad mat[kemmañ] Palioù ar renad matEvit Aristoteles e vev ar geoded vat diouzh pennaenn an unvaniezh politikel ha divezouriel. E gwirionez e kav dezhañ ne c'hell bezañ savet ar renad mat nemet war un takad strizh : rak se n'eo ket en un impalaerezh e vo graet met en ur geoded. Ouzhpenn da se ez eus ur pal divezouriel d'ar politikerezh : "N'eus ket eus ar gumuniezh politikel evit bezañ en ur gevredigezh hepken : kas ar mad da benn eo pal ar gumuniezh politikel" (3e levrenn ar Politikerezh). En ur mod emañ tost da soñjoù Platon gant se : lakaat an dud da vevañ mat asambles eo pal ar politikerezh. Rak se, al lezennoù a dapomp a dle mont diouzh al lezennoù naturel. Perzh mat ar bolitikourien e vo ar furnez neuze da lavaret eo barregezh an hini a oar tostaat ouzh natur an dud ha seveniñ anezho er geoded, er gwirvoud. [kemmañ] Aozioù savidigezh ar renad mat2 anezho a zo ha n'int ket bet kavet gant Atistotleles e bed ar mennozhioù (hini Platon) met diwar skiant-prenet.
N'eus ket anv gantañ a lakaat ar bobl pell diouzh merañ an aferioù politikel : en ur renad mat eo enframmet an dud ha n'eo ket lakaet a-gostez. Ar c'heñver politikel en ur geoded eo ur c'heñver a gevatalder ha n'eo ket hini an tad ouzh e vugale (Platon a bouez kalz war skeudenn an Tad fur, er c'hontrol) pe hini ar mestr ouzh e sklavidi. Hervezañ n'eo ket dic'houest ar bobl da briziañ stad an traoù a vez danevellet dezhañ ("Aesoc'h eo d'an den pedet eget d'ar c'heginer priziañ ar boued a zo servijet"). Daoust da se ne sav ket a-du gant ar soñj e tle ar galloud mont gant ar bobl penn-da-benn. Kempouezet e tle bezañ gant galloud ar vrientinelezh (sevel a ra a-enep dibab an dud e penn diouzh un dennadeg dre zegouezh da skouer : dre an dilennañ e tleer mont). Berr-ha-berr e c'heller lavaret ez eo d'ar vrientinelezh da zivizout ha d'ar bobl da gontrollañ.
Pa vez disfiz ouzh an arc'hant gant Platon e talc'h Arsitoteles gant e vennozh : ar c'hempouez reizh. War ar renkadoù etre ez eus da sevel ar renad mat enta. Dre se ez eo mat dezhañ ar berc'hentiezh prevez koulz hag ar familh. Koulskoude e kav dezhañ ne c'heller ket lezel ur frankiz diroll d'en em zispakañ : kontrolliñ emzalc'hioù an dud zo d'ober ha da gentañ er familhoù rak diazez ar geoded eo. Lezennoù strizh a ginnig war ar poent diwezhañ-mañ : da 18 vloaz e tle eurediñ ar maouezed ha da 37 bloaz ar baotred, ret eo engenhentañ ar vugale en diskar-amzer rak ur mare eus ar bloavezh eo mat n'eo ke na re domm na re yen an amzer... Anvet e vo barnerien a c'hello divizout war al lazhañ bugale zoken, bepred gant ar soñj mirout kempouez ar boblañs er geoded. Memes tra e asant Aristoleles e c'heller kempouezañ ar pezh a erbed, d'ar re a zo e penn da azasaat e guzulioù...diouzh o furnez. [kemmañ] Aristoteles / Platon
- Er geoded e tleer kas ar vuhez politikel. - Ar politikerezh a dle mont diouzh an divezouriezh - Ne soñjont ket ar frankizoù evel gwirioù an hiniennoù. - Ne savont ket a-enep ar sklaverezh.
- Ne welont ket red an istor er memes mod. - N'eo ket ken strizh ar bed kinniget gant Aristoteles. - Diazezet eo ar renad mat diwar ar geoderourien vat evit Aristoteles (ha n'eo ket war ar roue prederour eo). - Priziet e vez kalz ar c'horfoù etre (ar familh da skouer) gant Aristoteles pa ya Platon gant ar soñj teuziñ anezho en un hollad. - Ar c'hempouez hag ar c'henveriañ eo e soñjoù pennañ (n'eo ket ur bed glan a zo lakaet da bal). [kemmañ] Testennoù en-linenn[kemmañ] Levrlennadur
|