|
|
|
Ar rock
[kemmañ] Ar rock adalek ar bloavezhioù 1950 betek hiziv[kemmañ] Ar bloavezhioù 1950An term "Rock'n'Roll" oa implijet evit ar wech kentanñ er radio, un abadenn anvet "Moondog's Rock and Roll Party". Gant donedigezh Bill Haley ha dreist-holl Elvis Presley e oa deuet da vezañ ar rock rockabilly, ur mesk etre ar Rythm'n'Blues savet gant an Afro-Amerikaned hag ar sonerezh country; ha deuet e oa da vezañ brudet er bed a-bezh. Elvis oa ganet e 1935 e Mississippi. En ur adkemer "That's Alright Mama", en doa feuket an Amerika puritan. Mervel a ra e 1977, gant un taol-gwad ha drammet gant louzeier. Ar rock en deus bet un tonkadur: an diskar goude ar gloar. Buddy Holly, Jerry Lee Lewis, Eddie Cochran ha Gene Vincent a oa brudet ivez. Hag arabat disoñjal Bill Haley, rak eñ en doa kannet tub kentañ ar rock: "Rock Around the Clock". [kemmañ] Ar bloavezhioù 1960E fin ar bloavezhioù 1950 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 o doa strolladoù rock'n'roll skrivet kanaouennoù siouloc'h ha tostoc'h ouzh ar sonerezh pop; The Everly Brothers : "All I have to Do Is Dream" (1958), ar rock'n'roll Beat gant Weather Temptations: "Ouh! Ah! Temptations!" (1959), Johnny Burnette: "Johnny" ha "You're Sixteen" (skrivet gant Breudeur Shermann) (1960), Del Shannon: "Runaway" (1961), Brian Hyland: "Sealed With A Kiss" (1962), Lee Dorsey: "Ya Ya" (1962), h.a. Kanaouennoù rock'n'roll a oa ral met klevet e vezent memestra. "Oh! Pretty Woman!" (1964) gant Roy Orbison ha "Wooly Bully" gant Sam the Sham and the Pharaohs. Tamm-ha-tamm eo bet ijinet ar gitar-bout, tredan kemeret plas ar gourebed ha dispartiet eo al labour etre daou gitar: an hini gentañ a son ar ritm hag an eil ar chorus. Ar "rock saoz" - evel ma vez graeteus se e Bro-C'hall - a oa pell eus ar strolladoù amerikan; ijinet o deus o stil, ha n'int ket ken levezonet (estreget ar Rolling Stones hag a zo bet levezonet gant an Ao. Elvis) E Liverpool, ar Beatles, gant "Please Please Me" e 1963, ha drist-holl "Love Me Do" o deus ijinet ur stil ken bras hag hini ar rock: ar pop musik. [kemmañ] Ar bloavezhioù 1970Awenet gant Elvis, eo deuet ar Rolling Stones da vezañ unan eus marvailhoù ar rock. Strolladoù all, evel the Who pe The Kinks o deus dispaket ur sonerez mod hag an Animals hag ar Yarbirds o deus ijinet ur blues rock saoz. Pinvidigezh soner an eil hanter eus en 20vet Kantved he deus en em forset er bed a-bezh gant nerzh an talant saoz. Mard eo Elvis diazezer ar rock hag ar Beatles diazezerien ar pop, eo chomet ar rock atav kanet e saozneg (Stooges, Pixies, Nirvana, Sonic Youth...) Deuet eo Bob Dylan da vezañ kaner klemm ar rock. Ar bloaz war-lerc'h eo deuet ar rock da vezañ un doare da c'houlenn e frankiz. Strolladoù o deus c'hoariet ur roll pouezus e-pas ar prantad "hippie" : Lennon, Jimy Hendrix, The Doors, Led Zeppelin, h.a. D'ar 4 a viz Even 1979 e Manchester, avat, eo ganet da vat ar rock. Roet o deus ar Sex Pistols ur sonadeg dirak rummad kentañ ar rock, gant God Save the Queen. An New York Dolls, ar Ramones hag ar Clash o deus bet ivez o flas e-barzh an istor, en ur gemer plas e New York, er CBGB. Buhan eo deuet ar mellad rock da vezañ elbiker gant kanaouennoù evel "Anarchy in the UK" hag ar c'hentañ mesaj deuet er maez eo : "N'eus ket ezhomm da c'houzout ober sonerezh evit bezañ punk". [kemmañ] Ar bloavezhioù 1980Ar strolladoù deuet war-lerc'h ar mellad-se eo Black Flag, Bad Brains(Hardcore), Dinausor Jr, Nirvana, Sonic Youth, Queen, ... O c'hoari e oa ar rock gant ur stil baskarez. E Amerika ne oa ket santet ouzh ar mellad punk. Ret e oa gortoz betek ar bloavezhioù 1980 a-raok ma vefe savet ar Pixies, deuet er-maez disk kentañ ar Red Hot Chilli Peppers, strolladoù Mike Patton evel Mr. Bungle pe Fantomas hag ar mellad grunge en deus divouedet div lodenn vras ar Stadoù-Unanet: ar Classic hag ar Modern. Ar "brezel"-se n'en deus ket kemeret plas e Europa rak ar Modern en doa gounezet abaoe penn-kentañ er bloavezhioù 1980. Strolladoù dispar a oa o kanañ: Pixies, ar Smiths, ar Pogues, REM, ar Falls, ... U2 en deus gouezet buhan c'hoari er stadoù mell-droad. Ar metal oa ijinet gant ar strollad The Cure, dilhad ha fard du. Eus an tu all e oa ijinet an new waves gant ar strollad Duran Duran. [kemmañ] Ar bloavezhioù 1990E-pad ar bloavezhiù 90 eo bet Blur pe Oasis brudet -tre gant o sonerezh pop. Depeche Mode, Human League hag Eurythmics o deus ijinet ur stil farlotet hag a-zoare. Evit ar rock gall e chom didedennus Telephone, Indochine, Trust, Noir Désir. [kemmañ] Hiziv an deizAr rock a-vremañ a brodu rock glam-nevez (Muse, Scissor Sisters, Arctic Monkeys, Franz Ferdinand, ...), new-nevez ha gotik-nevez (Interpol, Placebo, ...) Ar Kills pe al Libertines hag ar Babyshambles o deus prouet n'emañ ket marv c'hoazh ar rock'n'roll. [kemmañ] Ar rock e BreizhRall eo ar strolladù hag a son rock e Breizh. Ar strollad EV' a gan e brezhoneg, memes mard eo e ganer a orin Svedat. Ur bern gitarourien a-zoare zo e Breizh evel Soig Siberil, Dan ar Braz ha dreist-holl Dom Duff. Met Breizh a chom ur vro hag a brodu muioc'h a folk eget a rock, ha se abaoe pell dija. Matmatha, Miossec, Yann Tiersen'Testenn dev, Bernez Tanguy, Storlok, Louis Jacques Suignard, Pascal Lamour, Nolwenn Korbell zo Breizhiz. Klevet e vez rock er festoù-noz abaoe m'o doa kroget ar Sonerien Du d'en ober. Plantec, Ar Re Yaouank o deus ivez o flas er festoù-noz. Alies e vez kanet e brezhoneg gant ar strolladoù-se. Galleg pe gallaoueg e vez klevet a-wezhoù ivez, ha, ralloc'h, saozneg. [kemmañ] Trevad ar rockAr rock n'eo ket ken ul lusk sonerezh abaoe kreiz ar bloavezhioù 50. Er film "Graine de Violence" e vez klevet ar rumm "Rock Around the Clock" eus Bill Haley, a ziskouez mat ar rebellion e-keñver an urzh diazezet, diaz sokial al lusk-se. Ar spered dispac'hat-se ganet gant ar rock zo chomet da vezañ bev er bloavezhioù 60 gant al lusk hippie ha c'hoazh e fin ar bloavezhioù 70 gant al lusk punk. Ar roll-se a seblant bezañ bet adkemeret abaoe pempzek bloaz gant ar rap, met dre-benn, ar rock n'en deus morse dizanavezet e wriziennoù rebell. Ar sturienn adnavezet-kenañ "Sex, Drugs and Rock'n'Roll" gant Ian Dury a zo un talig all eus an arouez dieub ha rebell eo ar rock (Born to be Wild). Gwechall kontet evel dilhad labour eo ar blue jean demokratelaet gant al lusk rock. Ar c'hiz, dilhadeg pe vleñveg da skouer, a zo bet levezonet splann gant ar rock, abaoe pemp dek-vloazhiad. Estreget ar c'hiz a vez levezonet gant ar rock, an darn vrasañ eus en arzoù, sinema, livaj, lenegezh hag all. Oberoù Andy Warhol, evit menegiñ nemetañ, en em harp neuze distag war ur sichenn rock. Hiziv an deiz, ar waskerez rock he deus kemeret ul lañs nevez goude "la traversée du désert" (pas atav gwiriet) ar bloavezhioù 80 ha 90 ha kazetennoù evel Rock & Folk a vez hiziv lennet gant dek miliad a dud bep miz. Seul vui, meur a webzines a zo bet krouet war er grouedad, gant kronikoù ha review abadennoù, gant ar c'hoant da drugarekaat ar sonerezh rock hag a zo chomet bev abaoe hanter-kant bloaz. KIT DA SELL OUZH DA GAOZEADENNOU MAR PLIJ. |