|
Boest ostilhoùE yezhoù all
|
Aostria
Aostria a zo ur stad eus Kreiz Europa, anezhi ur Republik demokratel ha kevreadel. Vienna eo anv kêr-benn ar vro, Wien en alamaneg. Rannet eo e 9 stad kevredet, hag a zo emren war meur a dachenn. Meneziek eo al lodenn vrasañ eus Aostria: 62,8% eus ar vro a zo goloet gant menezioù an Alpoù, ha 32% hepken eus he gorread a zo izeloc'h evit 500 m. Ar Großglockner (3 797 m) eo menez uhelañ Aostria. 8 150 835 annezad a oa e 2001; war-dro 1 875 000 anezho a oa o chom e Vienna pe en-dro d'ar gêr-se. Ezel eus Unaniezh Europa ha Kuzul Europa eo Aostria dibaoe 1995. E Takad an euro emañ. En-dro da Aostria emañ ar broioù-mañ : Suis, Liechtenstein, Italia, Slovenia, Hungaria, Slovakia, ar Republik Tchek hag Alamagn.
[kemmañ] IstorPoblet eo bet Aostria abaoe ar Paleolitik. Gwener Willendorf, un delwennig bet kavet e Willendorf, rannvro Wachau, e Reter Aostria, a zo bet kizellet 22 000 - 24 000 vloaz zo. En Henoadvezh an Houarn (800-400 kent J.K.) e teue ar vro da vezañ pinvidik abalamour d'an houarn ha d'an holen a veze eztennet e Hallstatt hag e lec'hioù all zo. Alies e vez lesanvet an oadvezh-se Oadvezh Hallstatt. Ar c'hentañ stad anavezet war e dachenn a oa Rouantelezh Norikon, diazezet war-dro 200 kent J.K. gant meuriadoù keltieger. Goude bezañ bet aloubet gant ar Romaned e 15 kent J.K., e chome ar vro e dalc'h Impalaeriezh Roma betek ar Vvet kantved. Rannet e oa Aostria a-vremañ etre teir froviñs Roman: Retia (Raetia), Norikon (Noricum) ha Pannonia. (da vezañ kendalc'het) [kemmañ] PolitikerezhPep pevar bloaz e vez dalc'het mouezhiadegoù evit dilenn ar breujoù (Nationalrat), ha pep c'hwec'h vloaz evit dilenn ar prezidant kevredel (Bundespräsident). [kemmañ] Strolladoù politikel dezho kannaded er breujoù (Miz Here 2006)
[kemmañ] Strolladoù politikel all
[kemmañ] YezhoùAlamaneg eo yezh an darn vrasañ eus an dud (>90% eus ar boblañs), met sloveneg, kroateg hag hungareg a vez graet ganto e rannvroioù zo hag ur statud kenofisiel a zo ganto. Yezhoù anavezet Aostria hervez niveradeg 2001:
[kemmañ] Aostrianed vrudet
[kemmañ] Roll an nav stad kevredet ("Bundesländer")
Stadoù kevredet Aostria: B Burgenland, K Karintia, NÖ Aostria-Izel, OÖ Aostria-Uhel, S Salzburg, St Stiria, T Tirol, V Vorarlberg, W Vienna
[kemmañ] Gwelet ivez
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||