|
Boest ostilhoù |
Lanv du an Amoco CadizAl lestr-eoul "supertanker" Amoco Cadiz a yeas d'ar strad d'ar 16 a viz Meurzh 1978 a dal da Porsal (lodenn gumun Gwitalmeze). 220 000 tonenn eoul-maen e oa o treuzkas, ar pezh a yeas d'ober ul lanv-du eus ar gwashañ hag ar pempvet e tout istor ar Bed. Daoust ma voe lec'hiet al lanv-du e Bro-Leon dreist-holl, e touchas houmañ 320 km a aodoù ha 76 kumun. Brudet eo an Amoco Cadiz evit bezañ bet ar gwashañ gwall-daol ekologel e Breizh. Brudet eo ivez peogwir e voe al lanv-du-se penn-kentañ ur stourm hir tre etre ar Vretoned hag an embregerezh Amoco dirak lezioù-barn ar Stadoù-Unanet. Harozien ar stourm-se a voe Alphonse Arzel, maer Gwitalmeze, ha Jean-Baptiste Henry. D'ar 24 a viz Genver 1992, war-lerc'h 15 bloaz stourm eta, e voe kondaonet an Amoco da baeañ 225 milion lurioù d'ar Sindikad mikst a vode ar strollegezhioù publik Breizh (rannvro, departamantoù, kumunioù). [kemmañ] Gwelet ivez[kemmañ] LevrlennadurArzel (Alphonse), Le procès de l'Amoco Cadiz, Roazhon, Embannadurioù Ouest-France, 2004. Rochard (Yvon), L'affaire Amoco, Telgrug, ArMen, 2005. [kemmañ] Liammoù diavaez
|