|
Boest ostilhoù |
Amália Rodrigues
Amália Rodrigues treset gant André Koehne
Amália da Piedade Rebordão Rodrigues (Lisboa, 23 Gouere pe 1añ Gouere 1920 — Lisboa, 6 Here 1999) a oa ur ganourez fado hag un aktorez eus Portugal. Sellet e vez outi evel ar vrasañ kanourez fado bet biskoazh. A-drugarez dezhi eo bet brudet ar fado er bed-holl. Douaret eo e Panteon broadel Portugal e-touez harozed veur Portugal. Anavezet e oa gant an holl evel Rouanez ar Fado anezhañ unan eus stiloù aroueziusañ hag heverkañ sonerezh hengounel ha broadel Portugal. Dre se ez eus bet c'hoariet gant Amália Rodrigues ur rol dibar e sevenadur Portugal. Sellet e veze outi gant kalz a dud evel unan eus kannaded wellañ Portugal en estrenvro. Perzh he deus kemeret Amália e abadennoù skinwel niverus dre ar bed ma kane fado ha tonioù all eus sonerezh hengounel Portugal. Kanet he deus tonioù estren ivez evel, da skouer, sonerezh spagnol.
[kemmañ] Buhez[kemmañ] BugaleajMerc'h uvel ur botaouer a oa aet da glask e vara da Lisboa e oa Amália da Piedade Rodrigues. Ur familh pevar a vugale e oa. Ganet e voe da bemp eur d'an 23 a viz Gouere 1920 er straed Martim Vaz, na freguesia lisboeta da Pena. Amália avat a c'houlenne e vije lidet he deiz-ha-bloaz d'ar 1añ a viz Gouere ("no tempo das cerejas" - "da goulz ar c'herez"), emezi : talvez por ser essa a altura do mês em que havia dinheiro para me comprarem os presentes - marteze peogwir e oa hennezh ar mare eus ar miz ma oa un tamm arc'hant er gêr evit gellout profañ din un draig bennak. Pevarzek miz war-lerc'h, dilabour atav, e tiviz he zad distreiñ da Fundão met Amália a chom gant he zud-kozh er gêr-benn. [kemmañ] Pladennaoueg
[kemmañ] Liammoù diavaez |