|
Boest ostilhoù |
AlektronaAlektrona a oa doueez an Heol e mojennoù koshañ Hellaz kozh. Pa zegouezhas mojennoù klasel an Henamzer da ren e teuas da vout merc'h Helios. E Rodos dreist-holl e veze enoret, evel Helios. Marteze e oa muioc'h doueez ar beure, pe hini skiant an den o tihuniñ, rak dont a ra an anv Alektrona eus tro-c'henel Αλεκτορ, alektor, a dalv kement ha kilhog, un anv hag a zerefe a-walc'h ouzh un doueez-heol. Marteze ivez peogwir e kreded eo hi an hini a roe d'ar baotred o nerzh-beure. |