|
|
|
Ai'ta!Ai'ta! a zo ur strollad bet savet e Bro-Dreger er bloavezhioù 2000 a-benn difenn ar brezhoneg gant tud aet skuizh gant stad ar brezhoneg en deiz-ha-herie. Liseidi, implijidi, kelennerien, studierien, micherourien, ha skolaerien int ha n'eo ket Ai'ta! stag diouzh strollad politikel ebet. [kemmañ] Palioù
Anfeuls eo o doareoù stourm, diwar skwer Gandhi, Greenpeace hag Euskariz ar strollad Demo. Evit sachañ evezh an dud war stad ar brezhoneg e vez graet ganto manifestadegoù, c'hoariva er straedoù, kentelioù brezhoneg n'eus forzh pelec'h. Mont a reont ivez da welet an tier-post, an tier-gar, an tier-kêr, ha kement 'zo, evit goulenn groñs e vefe kinniget hag implijet ar brezhoneg el lec'hioù-se. [kemmañ] Liammoù diavaez |